I
— Mamm ! me ‘glev ar c’hleier o son
‘Vit hor buhez peseurt dañjer ?
— Ar Fontenell e Lannuon
Ar Fontenell a lazh, a laer.
II
— Mamm ! Klevout ‘ran dasson ur glaz
Peseurt glac’har zo c’hoarvezet ?
— Ar Fontenell e Pont-e-kroaz
Ar gwad a red a-hed ar straed.
III
— Mamm ! A bep tu an dud a ouel
En Iliz e peder. Siwazh !
— ‘Mañ e Penmarc’h ar Fontenell
Ar Fontenell a laer, a lazh…
IV
— Mamm ! me ‘wel du-hont flammoù bras
Garmoù a spont a rog an aer
— Ar Fontenell zo e Daoulas
Ar Fontenell a lazh, a laer
V
— Gant Fontenell a oa karet
Mezarnon ar goantenn dener
— Karantez aner ma n’hell ket
Doñvaat ur galon griz ha taer…
Eil lodenn
VI
— Mamm ! kan zo en Enez Trestan
Eus laeroñsi n’eus ket a gel
— Du-hont ivez ‘meur o kanañ
E prizonioù ar Fontenell.
VII
— Mamm ! pegen sklaer eo Koadlezañ
Petra ‘glask Fontenell du-hont
— Fontenell ‘n ‘eus kavet ‘michañs
Repu ‘ti Vari Mezarnon
VIII
— Mamm ! me ‘wel o tont soudarded
Da liammañ ar Fontenell.
Dambrest e bev ‘vo diframmet
An torfetour bras Fontenell…
IX
— Mamm ! Sed o ouelañ ar goantenn
Mari Mezarnon d’he fried
Penn Fontenell war he barlenn
‘N ur Relegouer alaouret…
X
— Aet da anaon ar Fontenell
Mari Mezarnon intañvez
— Klev o son kleier Breizh-Izel
Ar Peoc’h dre-holl ! O Levenez !
2 a viz Meurzh 1971,
diwar Jean Bluteau.