Me a gan hiziv

Me a gan hiziv Dispi ur Bobl
Na oar mui piv eo
Pelec’h ez a
Ha bevañ ‘ray ?
Ur Bobl kollet ganti
He Fersonelezh.
Bountet war-zu ar menez.
Hor c’hêriadennoù zo hon c’hlozioù
D’ar Sul c’hwi a zeu
Da estlammiñ dirazomp !

Me a gan hiziv dienez ur Bobl
O treiñ da « Folklor »…
Me ‘gan hiziv dienez
Ar peizant o tilezel
An douar a gar
En deus en maget
Hag e lez hiziv marnaoniet !
Ho sevenadur a zeu d’hor « seveniñ »
D’hon lonkañ
D’hon distrujañ !

Me ‘gan hiziv Estrenvan
Peizanted va Bro…

Me ‘gan hiziv va dispriz
Evit ar re a drubard va douar :
Korvoerien, trevadennourien, kolabo-ed
A werzh bemdez
Hon Dellezegezh !
Bourc’hizien, burevkrated,
Loaverien-livastred
Politikerien, fals-vignoned
Pobl Devalenn-Aosta !
Me ‘gan hiziv kounnar
Ur Bobl trevadennet !
Me ‘gan hiziv an Dispi

Ni a gano warc’hoazh ar Frankiz !

Diwar Marguerite Bétemps.

Print Friendly, PDF & Email