Rozenn ar Reter

Da Eva ha Marsel
I
Me am eus choazet ur Fleurenn
Du-hont e Bro ar menezioù
Ur Werc’hezig koant blev melen
Ha dous ha sklaer he lagadoù.
He zal hag he gouzoug ken gwenn
He jodoù roz ‘vel div rozenn
Ruz-pabu-Mae he muzelloù
Dezhi mouezh Eostig hor c’hoadoù.
II
Pa rankfen kerzhout ‘pad ur miz
War va zreid noazh ‘rafen hep klemm
Poulzet gant tizh an avel viz
Ha Heol ar Reter war va dremm
Hep damant ebet d’am foanioù
Me da gavo er menezioù
Dit va holl nerzh, va yaouankiz
Me ‘vo dit alc’houez ar Frankiz !
III
Gant hirc’hortoz ha hirgerzhed
‘M eus he c’havet du-hont ‘n he Bro
D’am Rozenn-Erc’h on euredet
Ha dorn-ha-dorn omp deut en-dro
Deut omp hon-daou da Vreizh-Izel
Da vevañ ‘vel div durzhunell
Unanet er wir garantez
Feal atav ‘hed hor Buhez !

11 a viz Kerzu 1970

Print Friendly, PDF & Email