Rozenn ar stourm

25vet deiz-ha-bloaz marv va mamm
Fenoz deiz-ha-bloaz da varv
Ar bempvet warn-ugent !
A, va mammig karet. Karet atav
Kement en Tu-hont ‘vel ‘oas en Tu-mañ
Dreist ar Bez. Dreist an amzer
Er Peurbad.
Un Eur c’hoazh. Un Eur goude hanternoz
Un Eur c’hoazh e fell din gortoz
‘N ur bediñ. ‘N ur eñvoriñ.
Evel bep bloaz n’hellan repoz.
Da heuilh a ran en da Galvar
Ha me ouzh troad da Groaz.
Semplet em glac’har ken bras.
A, gwelout da boan o steuziñ !
Da zremm o tont lugernus
‘Vel e goursav.
Na ouel ket, eme va c’heniterv
— Hi am harpe — Na ouel ket
He marv zo ken kaer…
Pemp bloaz warn-ugent !
Ur palevarzh kantved…
Din eo ‘vel pa vefe fenoz
Emaon amañ en diamzer…
Er momed solanel-mañ.
Klasket ‘m eus el liorzh
Ur rozenn wenn
War an hevelep bod-roz
A ro bep bloaz e vleuñv
Da lidañ an eur-mañ
Siwazh.
Ar sec’hour hir ha stenn…
Lazhet eo ar roz gwenn
Padal
Unanig vihan, bihan ha treutik
Ken aonik, ha ruziet (gant he stourm ?)
Zo chomet e testeni.
Eus he Fealded.
Dirak da skeudenn
He lakan
Mamm !
E-barzh he frond te ‘glevo c’hoazh
Va c’halon o talmiñ.

7 a viz Eost 1976

Print Friendly, PDF & Email