Skuizh on
Follennig wenn he selloù doñv Astennet gouzañvus Debron dit d’am flourigoù Skuizh on Kleuz va fenn Ha gourd va dorn Va Spered morzet Dianket va Ene Nann. Na skrabin ket fenoz Skuizh on Mont ‘ran da Goad ar C’housk Da […]
Follennig wenn he selloù doñv Astennet gouzañvus Debron dit d’am flourigoù Skuizh on Kleuz va fenn Ha gourd va dorn Va Spered morzet Dianket va Ene Nann. Na skrabin ket fenoz Skuizh on Mont ‘ran da Goad ar C’housk Da […]
Krog int da ‘n em ziwiskañ : Ar gwez-derv. Emaint o vont da gousket, Stumm skuizh o devoa Ur pennad zo, Ha morlivet o dremmoù. Bremañ ‘wiskont o mentell noz ; (An iliav glas paket en-dro d’o c’horf). Taolet ‘deus […]
Perak e kri ar skrilhed Bemnoz en oaled Naon ? Sec’hed ? Garm pe gan Pe diougan Eurded ? 2 a viz Eost 1966
… Boulloùigoù pluñv difiñv Pintet war skeul gan Orjal an tredan. Notennoù mut ur beuregan, Sirius ha prederiet, O c’hedal e sioulded ar mintin A-dreuz ar vrumenn gevrinus Donedigezh ar Priñs melen ? Pe o heuilh gant o lagadoù jed […]
Eon gwenn a chintr Eus ar voudenn vrevet O wadañ gwad an aval ruz. Kan an daolenn a ziver druz. Ur wazhiad voulouz alaouret A ziruilh er penton derv Gant ur gourgouilh gludek Karamelheñvel, eonennek, o troenniñ. … Ur paotrig […]
Na ponner eo din fenoz da sioulañs Diouer a ra din da vouezh Iwerzhon C’hoar garet hor Bro-ni Da vouezh bemnoz dreist ar mor don A ziskenne ‘barzh va zi Hag hi leun a sederni Sonerezh ha kaniri. Siwazh n’az […]
Un oabl louet-ludu. Izel : a-stok er gwez du Un oabl ludu o tiskenn izel Da bakañ ar glenn en e vantell vlot A led ar sioulded ‘us d’ar waremm. … Kevrinus, un askell-groc’hen A droidell didrouz. Noz peoc’hus ! […]
Skeudenn Nevez-Amzer Aet eo Meurzh ‘tu-hont d’an hanter : Avel skarin. Treut an amzer. Ruz ar parkoù, al lannoù Netra c’hlas er maezioù Nag an danvez foenn, nag an danvez bara Netra c’hlas, netra Netra nemet ar segalegoù Ar parkoù […]
Truez, Aotrou ! Ouzh an douar… O ya, me ‘oar ‘c’h out bet habask Pell zo az poa lec’h da gonnariñ War an Denelezh foran ha disoursi … Setu deut eur ar c’hastiz. Pleg bremañ da chouk dindan ar walenn […]
Ur skleurig ruzart ‘us d’ar Run : Priñs ar Beure zo dihun Sioul ha goustad e tistign E rideozioù voulouz ametist. Spurmantiñ ‘ran e lagad lugern E prenestr e gambr roz-brug. O saludiñ an Deiz. 21 a viz Genver 1965