Ar C’hinnig Gourel 57

Sklêrijenn, va sklêrijenn, sklêrijenn a leugn ar Bed sklêrijenn allazig a lagadoù, douster ar galon sklêrijenn. A ! ar sklêrijenn a goroll e-kreiz va Buhez ! Muiañ-karet, va c’harantez a dasson dindan frap ar sklêrijenn. An neñv a zigor. An […]

Ar c’hazh a hun (2)

Biroù o flammañ va dargreiz A droc’h ennon va alan A droc’h poulzadennoù va c’halon Am dalc’h en amhun Ar boan a vir ouzhin ar Preder Hag an hunvre Trouzigoù an noz a dastroc’h an amzer Strakadennoù munut an etivi […]

Ar c’hazh a hun (1)

Biroù ha broudoù ar boan A vir ouzhin an hun Gwaskoù an enkrez A vir ouzhin an hunvre Hag ar bedenn… Padal Trouzigoù an noz a zastroc’h va enoe : Strakadennoù munut an etivi en oaled. Oeñsoù mibin ar glav […]

Aotrou

Aotrou m’hoc’h asped Va lezit c’hoazh pell amzer Er Bed-mañ a drubuilh Karout a ran ar Vuhez Karout a ran ar Bed Karout a ran holl voudoù ar Bed Dre ma int ho krouadurien.

An Oaled

Dilorc’h ha digened Gant e vein-ben kizellet plaen Trebezioù goveliet edan an drezenn O souten ur podhouarn potin du A-bouez e walezenn Fentus ! E dri droad gantañ A-istribilh ‘us d’an tantad flamm Emañ e poazh irvin ar buoc’hed E […]

An neñv

An neñv ‘vez heñvel gwechoù eus ur mor hejet gant an arnev ar c’houmoul warnañ pennbouellet an eil dreist eben, evel bagoù barnet d’ar peñse. An neñv ‘vez heñvel gwechoù ouzh un tropell deñved o peuriñ el letonenn a-vagadoù bihan […]

An Douar

N’hon eus ket karet a-walc’h evit bout dellezek eus an Douar. N’hon eus ket karet ar gwez, gant o deil distaget eus ar broñs d’an diskaramzer. Ar rusk gant o man ken kaer. N’hon eus ket karet an dourioù, na […]

An Den hag ar Wezenn

Graet a zo dezhañ ur groaz nevez, gant stoc’’hennoù divrazet. Ar wezenn ’’oa yaouank, a-boan darev. N’’he doa douget c’’hoazh nemet he skourroù : n’’anaveze nemet he deil ha pouez he frouezh hag ar selin gwenn. Roet ’zo dezhañ ur […]

A-hed an deiz

A-hed an deiz am eus lorgnet Tramailhet dour ha fank C’hwezet ha krenet Ha goret an ivinrev. A-hed an deiz on bet ur sklav Sklav ur mestr kriz : al labour forset Al labour bemdez kaletoc’h D’am nerzh o wanaat […]

Advokad ar Beorien

C’hwi Aotrou Sant Erwan Ken galloudus eus an Neņv Evel m’edoc’h bet war an Douar M’ho ped fenoz gant fiziaņs Taolit ur sell a druez war hon tamallidi Emaint du-hont, seizh eus bugale Breizh Seizh stourmer kalonek Kaset dirak lez-varn […]