Advokad ar Beorien

C’hwi Aotrou Sant Erwan
Ken galloudus eus an Neņv
Evel m’edoc’h bet war an Douar
M’ho ped fenoz gant fiziaņs
Taolit ur sell a druez war hon tamallidi
Emaint du-hont, seizh eus bugale Breizh
Seizh stourmer kalonek
Kaset dirak lez-varn ar Stad
Evit bout re garet o Bro.
Mizioų ha mizioų int bet bac’het
Gant ar polis gall.
Da c’hortoz barnedigezh ar C’hallaoued
Aotrou Sant Erwan bezet o advokad
C’hwi hoc’h eus bet ivez difennet
Gwirioų hor Bro enep d’ar galloud gall.

Print Friendly, PDF & Email