A-hed an deiz

A-hed an deiz am eus lorgnet
Tramailhet dour ha fank
C’hwezet ha krenet
Ha goret an ivinrev.
A-hed an deiz on bet ur sklav
Sklav ur mestr kriz : al labour forset
Al labour bemdez kaletoc’h
D’am nerzh o wanaat
Met gounezet am eus va devezh
Peoc’h un devezh leuniet klok
Ha da dek eur noz echu pep trevell
‘N em dennan em palez.

Print Friendly, PDF & Email