Biskoazh
Biskoazh ken glas an nevez-hañv morse ken flour an avel-vor morse ken dous voulouz an oabl na grougous an durzhunell rous ken bliv dared ar wennili o fubua d’ar mintin sin ken seder morse c’hoazh ar bleuñv en hentig don […]
Biskoazh ken glas an nevez-hañv morse ken flour an avel-vor morse ken dous voulouz an oabl na grougous an durzhunell rous ken bliv dared ar wennili o fubua d’ar mintin sin ken seder morse c’hoazh ar bleuñv en hentig don […]
Biroù o flemmañ va dargreiz A droc’h ennon va alan A droc’h poulzadennoù va c’halon Am dalc’h en anhun. Ar boan a vir ouzhin ar Preder
Bremañ va breur-mager Savet ‘oamp gant an hevelep laezh. Pa oas ganet gant da vreur-gevell ‘Oa deut ho tad da erbediñ va mamm Da ziouerout deoc’h va magerez Peogwir ‘oan dija unnek miz Dre druez kristen ‘oa roet ar c’havrig. […]
Bed kozh te ‘c’hell mont diwar wel Ni na dougimp ket kañv dit Beajourien o mallioù skañv Kas ‘raimp ganimp hepken ar gwellañ Eus da lintrusañ teñzorioù Bez’ vo un nebeud keneiliezh Tammigoù eus emgavioù gwechall Ha kevrinoù ma c’hello […]
Avel walarn ‘n e gounnar un deiz A zigoefas un askolenn Eus he boned seiz E zispennas e mil fulenn Mil adpladennig Stag o flanedenn Ouzh dum o harzlammig O troelliñ o vrañselliñ E faltazi ar gorventenn Un dudi beajiñ […]
Avel a yud hag a hirvoud A-hed an deiz eus ar reter Avel but a c’hwezh er wezeg noazh Klemmoù an Oan ‘n e dremenvan.
Ar wezenn a oar skrabañ pondalez an neñv evit laerezh disheol da greiz an deiz Ar wezenn mesaerez kent an arnev a speg ouzh he delioù an holl dour En eñvorioù digenvez e vev : sonn evel ur spoueenn a […]
Ar Vrud a zo ur gañvalez Skarzhañ ‘ra dirak an neb a glask he fakañ, evit redek d’an daoulamm war-lerc’h ar re a ra gar a-raok dezhi dre ma kredont n’int ket dellezek eus ar gurunenn a fell dezhi lakaat […]
Dihun eo ar priñs melen Damzigor e rideozioù ametist Emañ o ‘n em zistrobañ goustad eus e ballennoù ruz-aour N’en deus ket kousket mat ‘m eus aon Gwell entanet eo e lagad Sevel a ra ‘vit mont ‘vel bemdez d’ober […]
Ni eo gwenodennoù ar Bed Ar gouelec’h ne lazho morse Ar gwenodennoù strizh, bev Ma teu da bourmen enno Pa blij gantañ an Aotrou trugarezus Gant ar Vajed, an Aelez Ar Sent ar Verzherien An Diouganerien Kreñv int, gwenodennoù ar […]