10 eur
10 eur ! Da eur Jiskar 8 eur d’an Heol. Noz eo a-boan. A-boan… Sell ‘ta Perak eo deut ar ger-se War veg va c’hreion ? A-boan. Ya, poan… A ! ar ger-se : poan Va heuilhet en deus bemdez […]
10 eur ! Da eur Jiskar 8 eur d’an Heol. Noz eo a-boan. A-boan… Sell ‘ta Perak eo deut ar ger-se War veg va c’hreion ? A-boan. Ya, poan… A ! ar ger-se : poan Va heuilhet en deus bemdez […]
Ar yezh a garan O, na dous hag heson Eo yezh ar Boudoù mut Flouroc’h eo d’am c’halon Eget yezh rok an dud Pegen sioul, pegen flour E komz ouzhin ar gwez Ar raoskl war vord an dour Ar brug […]
… Ur voudenn Flastret, gwasket, sunet he sev Bete ‘n diwezhañ berad Taolet eo ar ruskennoù ‘N un douflez priellek — Ne chom mui ‘met plusk ha… splus Splus ! Promesa plant nevez ! … Evit ar splus-se ‘n em […]
Diskuizhañ ‘ranke du-mañ du-hont Ponner e choukad da foetañ hent Ha ponner e galon, e rann-galon. ‘N ur mare fall en doa divizet distreiñ ‘Oa ket ac’hub war ar chanterioù Edo war-nes semplañ gant an dic’hoanag Teñval ha sioul ‘oa […]
Stag war ar groaz Evel ar C’hrist en noazh Kinniget ‘m eus va foan Ha va anken Evit Breizh hag he bugale. [Kerzu 1978]
Paket en o mantilli-glav, Rok ha rechus an tamm anezho Ar bourmenerien a chom a-sav Pebezh amzer vrav ! emezo Ha pebezh Bro chagn ! Mil geuz hon eus, mil geuz, Pa nomp aet da Vro-Spagn ! Eost 1968
Klev ar gouerioù koant o hiboud Skluzioù al Leger o hirvoud Ouzh tor ar menez kroz ar Froud O pegen kaer Eo traonienn al Leger O pegen kaer Va zraonienn din-me ! Pa c’hwezh an avel er gwez pin Pa […]
Hanter-kant vloaz zo Emañ en e sav : Va zi bihan karet. « Va zad en doa tennet ar vein. A doulladoù, a grogadoù, Eus e zouaroù (Da ziveinañ e barkoù) Ar mein pastur arvelen, Hag ar mein-benerezh grouan glas. […]
Va zad a lavare dalc’hmat Ne oa er bed-mañ nemet un dra lodennet mat : ar skiant emañ. Pep hini ‘vez atav kontant-bras eus e lod Ha techet a-wechoù da grediñ eo brasoc’h E lodenn eget hini e amezeg ! […]
Steredenn a joa Steredenn a Spi E mintin va c’hozhni Perak n’az kwelan mui ? Bez’ oas ivez touell. Luc’hedenn berrbadel ? Steredenn a joa Steredenn a Spi Va noz zo re griz ‘Dreñv katar va c’hwervoni O ! par […]