Bannwel-Noz

Ra vi benniget Eur ma ‘n em deuz Ennout pep trouz ha pep reuz : Tiñs ar c’hloc’h ha paz an dud Nij ar goulm davet he c’hlud Froñj ar fubu, fraoñv an deil Begel an oan, blej an annoar […]

Balafenned

Gouel edo en Neñv : Gouel ar C’hinivelezh. Ar sent o doa profet d’o Rouanez Ur gouriz hag ur Ouel. Eus seiz gwenn ar Ouel ‘Oa manet drailhennoù. Eus voulouz glas ar gouriz ‘Oa chomet tammigoù. An Aelez o c’hoari […]

Balafenn ha Gwenanenn

— Ma vez hinon Eme ar valafenn hedro Ma vez hinon Emberr me ‘z ay da vale bro — Ha me, eme ar wenanenn D’ar valafenn skañvbenn Me ‘gaso va labour en-dro Ma vez hinon [Miz Mezheven 1967] E galleg

Bac’hañ

A ya ! Bez lorc’h ennout Dreistden an amzeriad atomek Bez lorc’h ennout ! Trec’h out… Te eo ar mestr. Chê ! Petore labour ! Bac’het ac’h eus an Tan ! Ha doñvaet an Tredan ! Bac’het an dour ! […]

Ave ar mintin

Me ho salud Kontroliezhoù munut leun a c’hras Me ho tegemer ha me ho kar Rak Jezuz ha Mari A zo ganeoc’h Grit ennon ar Vad a zegas Doue ac’hanoc’h da ober Amen. [Hañv 1965 ?]

Ave an Delioù

« Salud ! A, Krist-Roue Ni, an delioù, da salud Evit da glod Hon eus gwisket da vervel Hon lifre roueel Aour ha limestra. Ni da salud Roue ar c’hlod, Ni, ar re zo o vont da vervel A viliadoù. […]

Avaloù

Emañ Herve e beg ar wezenn A fraoñv, ‘n un dourni avel foll, Rak hejañ ‘ra herr-dra-ma-c’hell, Ma kouezh, ‘vel ur barrad grizilh ramz ‘N ur dazlammat gant trouz polotennoù An avaloù ruz-marellet. A ruilh gant ar bantenn, An eil […]

Arabat

Va hiraezh. Va c’hwervoni — N’anavezan ket an enoe — Arabat o lakaat em gwerzennoù. E teñvalañ kombod va c’halon E fell din o derc’hel kuzh. Arabat ‘ouezfe den va c’halvar Nemet an Hini en deus merket deomp an Hent. […]

Arabat klemm !

Tra ma vo un doenn ‘us d’ez penn Tra ma vo tan en oaled da di paour Tra ma vo bara du war da blankenn Ha dour sklaer en da feunteun Tra ma ‘c’h eus ur mignon — Na ve […]

Ar wezenn

Ar wezenn a oar skrabañ pondalez an neñv evit laerezh disheol da greiz an deiz Ar wezenn mesaerez kent an arnev a speg ouzh he delioù an holl dour En eñvorioù digenvez e vev : sonn evel ur spoueenn a […]