Arabat

Va hiraezh. Va c’hwervoni
— N’anavezan ket an enoe —
Arabat o lakaat em gwerzennoù.
E teñvalañ kombod va c’halon
E fell din o derc’hel kuzh.
Arabat ‘ouezfe den va c’halvar
Nemet an Hini en deus merket deomp an Hent.
Arabat sammañ seurt sammoù
War divskoaz ar re yaouank.
‘Pad ma c’hell ar c’hozhiad
O dougen e-unan.
Ret mousc’hoarzhin d’o mousc’hoarzh,
Zoken pa vroud ar boan grisañ.
Ret eo magañ dezho o spi
En un Dazont a vo o hini
Hag a baeo kantvedoù mezh…

2 a viz Kerzu 1972

E galleg

Print Friendly, PDF & Email