Ar wezenn

Ar wezenn a oar skrabañ pondalez an neñv
evit laerezh disheol da greiz an deiz
Ar wezenn mesaerez kent an arnev
a speg ouzh he delioù an holl dour
En eñvorioù digenvez e vev : sonn
evel ur spoueenn a sklêrijenn
war an uhelblaenenn o c’houzañv poan an Heol
Gwezenn, bez’ eo gwezenn e-touez mein an hañv.
War he ruskenn ‘n em dres an dispac’hoù
he deus tavet, hag un digenvez a gresk
en nerzh he doare da stourm.
Pa deu en draonienn da vezañ dic’houzañvus
ar sec’hor ha simud ar Bed
Dre brenistri he skourroù
ar spi a sav e kalon ar Geoded.

Print Friendly, PDF & Email