Bleuñv Balan

P’edo ar balan en o c’haer ‘Oa deuet mignoned. Sebezet gant kement a aour Serret o doa bokidi Samm o c’hirri Lavaret d’al lanneg kenavo Da vloaz an distro. Ar balan o deus koun : kalonoł kizidik — Setu ni […]

Bleunioù

E kambr ar c’hlañvdi Un daolig wenn harp er speurenn Gant daou lestr-gwer : pod ha kopell, Enno bleunioù va c’heneiled : Pemp Klezeienn ruz o garenn hir Teir Elestrenn o liv glas-don Kaer hag heson eo ar boked. Er […]

Bisigoù haleg

Bisigoù gwenn an halegenn O tishilhañ gant an aezhenn… Erc’h dumek o nijal skañv Dreist ar prad. Dreist ar porzh. ‘Us d’an ti. El liorzh. Skañvoc’h eget erc’h goañv Malzennoù gwenn O tiskenn Goustad, a-led war an douar Ur gwiskad […]

Beuregan

Daoust ha da c’hrougous ken dous Er gistinenn bep mintin A vefe evidon, turzhunell rous ? — O, nann, sot on o soñjal Da gan-te zo ur meulgan D’an Hini en deus roet dit da vouezh hiraezhus. Da c’hrougous ken […]

Benoni

Yezh poblek Bro-Dreger I N’eus ket pell c’hoazh ‘traoñ ar blasenn ‘Oa ur gaer a wezenn faou Warni gravet don er bluskenn Sifroù ha lizherennoù Rak holl baotred ar vilajenn ‘Oa pell zo gante ar c’hiz Merkañ o anv er […]

Bennozh dit !

Bennozh dit Doue Krouer ! Da vout tonket din bout ur c’houer. O Mestr an natur Ac’h eus roet din an Eurvad Da labourat a-gevret ganit Te ‘ro an douar, ar glav hag ar wrez Me ‘demz, a had, a […]

Bemdez kañvioù

Bremañ va breur-mager Savet ‘oamp gant an hevelep laezh. Pa oas ganet gant da vreur-gevell ‘Oa deut ho tad da erbediñ va mamm Da ziouerout deoc’h va magerez Peogwir ‘oan dija unnek miz Dre druez kristen ‘oa roet ar c’havrig. […]

Beaj e Bro ar Brum

Brum ha latar war ar maezioù. Brum ha latar em menozioù. Pep skeudenn soubet ‘n ur vorenn. Ha noz ha deiz ur gwall-hunvre. Gwall-hunvre gronnet a vrumenn. Va soñjoù n’int nemet rambre. Broud un nadoz ‘pleg va ilin. Em damhun […]

Barzhonegoù-noz — Barzhonegoù-deiz

Ma skrivan ouzh skeud va c’hleuzeur Gwerzennoù digampost ha goullo Gant an ibil munut-mañ diasur em dorn skuizh Ma skrivan da noz war gein goleier lizhiri Barzhonegoù dister : brizhvarc’hadourezh Na gaver enno nemet bleunioù gouez… Hag ur vruzhunenn karantez. […]

Barzhoneg meur

Sevel ur simfonienn, Kizellañ un delwenn, Tresañ, livañ un daolenn. Sevel kestell ha tourioù ; Pe santualioù-meur. Kempenn liorzhoù kaer. Zo ober Barzhoniezh… Reiñ furm ha liv d’ar soñjoù, Da soñjoù du an Dispi Da soñjoù glas-mouk ar Binijenn, Da […]