Bleunioù

E kambr ar c’hlañvdi
Un daolig wenn harp er speurenn
Gant daou lestr-gwer : pod ha kopell,
Enno bleunioù va c’heneiled :
Pemp Klezeienn ruz o garenn hir
Teir Elestrenn o liv glas-don
Kaer hag heson eo ar boked.
Er pod emañ ar vozenn-aour
An Dalhia mouk, ar roz malv.
— Bez ‘m boa ivez ur rozenn ruz,
Ganti Yaouankiz ar mintin —
‘Michañs bremañ eo-hi marv
Goude dek deiz hep ur c’hlizhenn !
Roet ‘oa bet d’ur c’hlañvour all,
Met em c’halon ‘vo bev atav :
Ar rozenn ruz profet din gant
Ur rozenn wenn.

Lannuon, 13 a viz Gwengolo 1976

Print Friendly, PDF & Email