Beaj e Bro ar Brum

Brum ha latar war ar maezioù.
Brum ha latar em menozioù.
Pep skeudenn soubet ‘n ur vorenn.
Ha noz ha deiz ur gwall-hunvre.
Gwall-hunvre gronnet a vrumenn.
Va soñjoù n’int nemet rambre.

Broud un nadoz ‘pleg va ilin.
Em damhun un nebeud gloaz.
Mouezh ar mezeg ‘vel ur vilin
O valañ gorrek kafe kras.
Ur sparf beuz, ur surpiliz gwenn.
‘N un dorn krenus ur c’houlaouenn ;
Ur c’houlaouenn goar war elum :
Skleurig iskis e-kreiz ar brum.
Mignonezed, o fenn stouet,
O pediñ sioul hag ankeniet.
Komzoù izel, pennoù teñval.
Ha va divskouarn o voudal ;
Pe an avel yud o sourral ?
Tan o kanañ er siminal ?

Pegeit eo padet va damhun ?
Pelec’h omp e-barzh ar sizhun ?
Ur mintin ar c’hog o kanañ !
Ur beure ur c’hloc’h o tintañ.
E toull an nor ur harzhadenn.
Toullwennet bremañ ar vrumenn
Tamm-ha-tamm e steuz al latar :
Ur skinenn aour war ar voger ?

Sede an Heol o parañ trumm
Emaon distro eus bro ar brum

16 a viz Genver 1964

Print Friendly, PDF & Email