D’am C’hreion
Te ‘grede dit ‘oas dilezet ? ‘Vel un dra disprizet Echu dezhañ da blijout … Eizhtez, sioul ha sentus Emaout chomet ez korn teñval. Ar gevnidenn dre druez He doa steuet dit ur gwele blot Da ziskuizhañ Ha da hunvreal […]
Te ‘grede dit ‘oas dilezet ? ‘Vel un dra disprizet Echu dezhañ da blijout … Eizhtez, sioul ha sentus Emaout chomet ez korn teñval. Ar gevnidenn dre druez He doa steuet dit ur gwele blot Da ziskuizhañ Ha da hunvreal […]
Hir ha yen ha du an noz : Kerzu. An Douar o krenañ gant ar riv, En teñvalijenn an dic’hoanag. Beuzet en e bec’hed abaoe milvedoù Ha sede en donañ un noz goañv Ul luc’hedenn o tarzhañ… Ur skinenn sklêrijenn […]
Selaouit mat yaouankizoù Ha c’hwi dreist-holl tud ar maezioù Ar son-mañ ‘vidoc’h kompozet Gant komzoù kalet eo savet. ‘Mañ tud ar c’hêrioù ‘tont a-leizh Da glask aer vat e maezioù Breizh Breizhiz c’hwi zo diskiantet ‘Vont e kêr da goll […]
Daoust ha va anaout a reot Ma tistroan un deiz davedoc’h ? Peseurt degemer a reot din Goude ken hir ezvezañs ? Ha petra ‘lennin en ho taoulagad ? Ha petra ‘veizin en ho yezh ? Gloazet don eo bet […]
E Beure sin C’hwevrer nevez Gouleier o lintrañ a zihun an Erc’h Hag an Erc’h da atersiñ an Avel but — Petore gouel er mintin-mañ en deus enaouet gwerennoù ar chapel gozh ? — An dud zo diboell a respont […]
Pedenn Itron Varia Chandelour. Itron ar Sklêrijenn Ur sell a Druez m’ho ped War vugale ar Vretoned Dallet dezho o spered Gant drouk-ijin ar C’hallaoued Graet outo treid avaloù-put Ret o imboudañ gant ur Ouenn all A-benn o lakat da […]
Brud. Fotoioù. Medalennoù. Ha divhar torret Hag ufernioù divantibulet Ha poan-spered. Ha daeroù. Evit petra ? Lorc’hajoù ? Redek. Krapat. Lammat. Ruzata war an Erc’h : Nag a nerzh foranet ! Evit plijadur arvestourien Ledanoc’h o genoù eget o skiant. […]
Biroù ar boan am broud O virout ouzhin an hun Gwaskoù an enkrez am nec’h O virout ouzhin an hunvre Ar Preder. Ar Bedenn… Padal Trouzigoù an noz a zastroc’h va enoe : Strakadennoù munut an etivi en oaled Oeñsoù […]
O Doue meur an Neñv ! Daoust ha c’hwi ‘garfe Ne vije mui nemet ur vleuñvenn En ho liorzh da vare an Eost ? ‘Met ur seurt bleuñv, ur seurt trevad ? Bez’ hoc’h eus bleuñvioù a bep liv A […]
Da F. Pérennès I Me zo ganet e Bro-Dreger Etre ar Menez hag ar mor ‘Tre Koad an Noz ha Landreger E kaerañ Bro zo en Arvor E Bro-Dreger, Bro sant Erwan Bro an aodoù, al lannegi Ma hiboud ar […]