Da Itron Varia Gerriwalen

Itron Varia Gerriwalen C’hwi zo pell zo skoazell va gouenn Itron Varia Gerriwalen Selaouit hirie va fedenn. Itron Varia Gerriwalen Pet gwech eo deut va mammoù-kozh Da zaoulinañ dirak ho skeudenn Gant doujañs en ho chapel gozh ? Pet klañvour […]

Da Heloiza

Da Héloïse Boulanger, Doue d’he fardono Mantret c’hoazh va c’halon Gant keloù da varv, Heloiza Trec’h eo bet an Tonkadur War da hirstourmad kalonek Da c’hedal a raen bemnoz Va lagad war dor an trepas. Enlouc’het don eo bepred em […]

Da C’hourenerien Kernev-Veur

E koun eus o gweladenn e Traoñ-an-Dour 11 a viz Eost 1964 Salud ! Breudeur tramor Brezhoned kaer ha gour. Bennozh ‘vit an enor A rit da Draoñ-an-Dour… Kernevaded dispont, D’Arzhur diskennidi. Va zi ha va c’halon A zo digor […]

Da boan zo dit

Lodenniñ a c’hellfes Gant an neb a garez Da zanvez Da ouiziegezh Da Garantez Da Levenez. Un dra zo ne lodenni ket : Da boan Rak m’eo graet Diouzh da vuzul da-unan Eost 1968

D’ur C’henvroad : R. L.

Petra ‘ta ‘rae al laboused, E nozvezhioù hir ar goañv ? — Sevel tonioù ‘vit an Evned Da ganañ dimp d’an Nevez-hañv. Tra souezhus ! Da Laouenan O deus desket ivez skrivañ… Krog eo d’ober barzhonegoù Ken koant ha Laouenanigoù […]

D’ar Pont Kozh

I Ur c’heloù fall am eus klevet Ar Pont-Kozh d’ar marv zo barnet ‘Vit ober plas d’ur pont beton Gant ar seurt-se emañ an ton II An artizaned vat gwechall ‘Oueze ober labour divrall Labour solut ha labour vrav A […]

D’ar Bugel Doue

Bloavezh da dit Mabig Jezuz Bloavezh mat hag evurus ! — Ur bugel pa vez karet ‘Vez bepred evurus — Ra vezi Te karet Gant holl Bobloù an Hollved Bugelig Doue ! Gant holl vugale mab-den, Ar vugaligoù du o […]

D’ar bladenn argant

Holl Varzhed an Douar a-hed ar c’hantvedoù O deus da ganmeulet. O Loar ! Kleuzeur hiraezhus er Volz stergannek Kened an noz e splannded da zigenvez. Te an hini a laka fiñv er mor Buhez en hadenn hag ijin er […]

D’am steredenn dianket

War varlenn prenestr an ti kozh Teir falz, un higolenn Ur morzhol, un annev. War c’horre — an eil war eben Div votezig koad melen O choukoù lêr du. Pri o doa paket du-hont E dismantroù Hent an Ametist Botoùigoù […]

D’am digenvez

Digenvez sioul. Kariadez fur Gant da vil guzul. Da vil gevrin Sioulded ec’hon. Kannadez en Neñv Bennozh dit ! Mignonez doueel… Te barrleun a vuhez askellek A wez, a vleuñv, a dour-red M’eo ken glan ennout pep buhez Pep hunvre. […]