D’am C’hreion

Te ‘grede dit ‘oas dilezet ?
‘Vel un dra disprizet
Echu dezhañ da blijout
… Eizhtez, sioul ha sentus
Emaout chomet ez korn teñval.
Ar gevnidenn dre druez
He doa steuet dit ur gwele blot
Da ziskuizhañ
Ha da hunvreal
Gant joa am eus da gavet en-dro
Bihanik tra !
Laouen on ouzh da flourañ
Gant va bizied bav
Te hag a zo chomet ken fur
Ez korn teñval ! Eizhtez !!!

Hañv 1967

Print Friendly, PDF & Email