Bro va C’havell

Da F. Pérennès
I
Me zo ganet e Bro-Dreger
Etre ar Menez hag ar mor
‘Tre Koad an Noz ha Landreger
E kaerañ Bro zo en Arvor
E Bro-Dreger, Bro sant Erwan
Bro an aodoù, al lannegi
Ma hiboud ar stêrioù arc’hant,
Ma kroz an donn war ar bili
Treger ! Perlezenn Breizh-Izel
Te zo ‘vidon ar c’haerañ Bro
Rak me da gar Bro va c’havell
Betek mervel me da garo.
II
Pa gantrean er Broioù pell
Va c’halon ‘vez bepred em Bro
Ya, me ‘glev da c’halv en avel
Ha me da wel em hunvreoù
Da goefoù gwenn ‘stumm gwennili
Da vannieloù er pardonioù
An dridi-mor, ar gouelini
Da hentoù don ha da gleuzioù
Treger ! Perlezenn Breizh-Izel
Te zo ‘vidon ar c’haerañ Bro
Rak me da gar Bro va c’havell
Betek mervel me da garo.
III
Hag un deiz, mar plij gant Doue
‘Tistroin da Vro va c’havell
‘Vit echuiñ va zamm buhez
Etre Perroz ha Tregastell
Me ‘savo ‘n ti war lein ar roz
‘Touez ar reier, a-dal d’ar mor
Ma klevin milc’hwid ar serr-noz
O kanañ diwar doull va dor
Treger ! Perlezenn Breizh-Izel
Te ‘zo ‘vidon ar c’haerañ Bro
Rak me da gar Bro va c’havell
Betek mervel me da garo.

17 a viz Kerzu 1965

Print Friendly, PDF & Email