Bloavezh da dit Mabig Jezuz
 Bloavezh mat hag evurus !
 — Ur bugel pa vez karet
 ‘Vez bepred evurus —
 Ra vezi Te karet
 Gant holl Bobloù an Hollved
 Bugelig Doue !
 Gant holl vugale mab-den,
 Ar vugaligoù du o c’hroc’hen
 Ar vugaligoù wenngen
 An Indianed bihan ruz
 Sinaiz melengroc’henet
 Holl Breudeur dirazout.
 Ra da garo ivez Mabig
 Bugale an Azen
 Ha bugale an Ejen
 An oan. Ar menn. Ar bouchig
 Hag ar c’holined a bep ouenn
 Labousedigoù an oabl
 Ha peskedigoù ar mor.
 Gouezidi bihan ar C’hoad-meur
 Amprevanigoù ha garvuhezeged
 An douar hag an dour
 Ra da garo ivez ‘n e giz
 Bed hoalus ar Plant :
 Geotennig ha bleuñvennig,
 Gwezennig ha bezhinig
 Ra da garo Bed ar Vein
 Dilavar ha difiñv
 Da garo stered an Ebr
 — C’hoarezed sterenn ar C’hraou —
 Al Loar disliv hag an Heol klouar,
 Amzer Nedeleg,
 Ra gano dit pep hini e Levenez
 E nouelenn a Garantez.
 Bloavezh da dit Mabig Jezuz !
Deiz kentañ ‘r bloaz 1971
