Dekvet ha kant deiz-ha-bloaz !

Unnek gwech dek vloaz Zo bet hiziv Mammig-me Ur c’hantved ha dek vloaz ! ‘Oa deut an dekvet babig ‘Vel ur vleuñvennig goañv Abaf ha gwan da Chandelour Da greskiñ boked va zud-kozh. … Ar c’havell a ouie e vicher […]

Deiz-ha-Bloaz

Un dro c’hoazh d’an nadoz vihan : Warc’hoazh, mar bez ho polontez Warc’hoazh am bo bet teir gwech ugent vloaz ! Teir gwech ugent hañv Teir gwech ugent goañv Teir gwech ugent vloaz ! Teir gwech fenoz enta Me ‘dlefe […]

De Profundis

Da V. D… Ra vo da Ene E Peoc’h Doue Keneilez pec’herez Tremenet ac’h eus Arnodenn an Tan ! Ra vo skañv an douar War da ludu Ha ra ziskenno ar Ouel War da vemor ! Pec’herez pardonet … Spi […]

Darkness and Silence

Va oabl zo teñval hiviziken Rak kollet eo va zeir steredenn. Piv va heñcho en deñvalijenn ? Ar gaerañ zo teuzet er goabrenn Eben a zo kouezhet el lagenn An deirvet zo beuzet en anken An noz war va Ene. […]

Darbodoù

Stroñs an diskejenn o frailhañ ‘Deus faoutet kraoñenn ar broioł — Aet a-dammoł ‘vel darbodoł — Aner eo klask o adpegañ. Ha pep bro gant he zammoł darbod ‘Glask stummañ ur graoñenn nevez ‘Vo ket gwall hir he zamm buhez […]

Danvez Bleuñv

— Bodenn spern-du lavar din-me Pelec’h ‘c’h eus kavet-te danvez D’aozañ da vleuñv gwenn ha skañv ? — Arboellet ‘m boa ‘pad ar goañv, Fulennoù erc’h kouezh’ em c’herc’henn Ha d’o gwriat neudoù rev gwenn. — Balan aour lavar ivez, […]

Dallentez

— Berrweled hoc’h eus tudoù Mar ned oc’h ket dall-mouek Ober ‘rit eus ho pugale Tud bouzar ha mut ! — Ne veizit ket ‘ta ? Nann ? Ne veizit ket moarvat Eo graet da vat o dibab Gant an […]

Da’m zad

… Bennozh dit Aotrou a lâran Evit an devezh-mañ a Here — Dek vloaz ha kant a zo abaoe — Ma voe ganet ar bugelig Dibabet ganit evit bout un deiz va zad. … Ha bennozh dit-te Tadig Da vout […]

Da Vugel on

Sev all ebet n’am eus sunet Na taolet troad war douar all ‘Met da hini, va Breizh din-me Sev all ebet n’am eus sunet Morse flastret an douar gall Me ‘gred ‘on-me bugel dit-te Sev all ebet n’am eus sunet […]

Da Vari-Noël

Nijet d’ar Gwenved Rozenn wenn ar Varzhed Hec’h awen dispar Nag a vleuñv ! Nag a vleuñv chomet ‘N he liorzh espar D’an holl da guntuilh : hêrezh dibriz Hep doan na disfiz N’eus binim en hini Ezañs o frond […]