Ene Breizh ? Emen emañ ?

« Tout est perdu fors l’honneur. »
(François 1er à sa mère Louise de Savoie au soir de la bataille de Pavie)
Kollet eo pep tra nemet an Enor…
Eme Roue Bro-C’hall d’e vamm
Da noz emgann Pavie
Ma oa troet gantañ an traoù da fall.
Kollet pep tra nemet an Enor ?
Ma, krediñ ‘ra din e Breizh
E c’hoarvez dres ar c’hontrol :
N’eus kollet netra nemet an Enor.
Breizh a zo aze evel gwechall
Gant he douar hag he mor
Hec’h oabl louet. Hec’h avel walarn
Gant he zorgennoù. He zraoniennoù
Ma red enno stêrioù boull.
Gant he mein meur chomet divrall
Gant hec’h inizi, hec’h oufoù, he zevinier…
Aze emañ he c’horf en e vent
E hed hag e lec’hed
Ha testoù he c’hlod tremenet :
Kestell, manerioù, milinoù
Tourioù dantelezhet. Feunteunioù. Kalvarioù
Nevedoù mein peurbadel.
Pontoù. Kêrioù. Porzhioù-mor.
Aze ‘maint. Met hec’h Enor ?
Hec’h Enor a Vro dieub, e-touez an holl Vroioù
Hec’h Enor a berc’henn ? Pelec’h emaint ?
Pelec’h hag e pe stad ?
He Yezh : Ene he Fobl ?
He Lennegezh. He Sevenadur. He Hengounioù ?
Ha Feiz hon Tadoù kozh !…
Disvadezet he c’hêriadennoù.
He stêrioù. He farkoù kollet o girzhier
Da heul o anv !
Drouklazhet he Derv, arouez he nerzh
Torgosoù kantvloaziek, evel gedourien veur
En o sav war bep kleuz.
Sebeliet dindan an drez en Hentoù stouvet.
A-dreñv ur rouedad orjal-tredan
O sklavelañ ar chatal mut
Ar maiz-saout o kemer lec’h ar gwinizh
— Debret ‘vez bremañ kig hep bara
Hag evet gwin hep dour
Spered a zegas an daou dra-se d’an dud ! ? !
An Euzhviled dir o flaeriañ eoul-maen
O vouzariñ an Denelezh noz an deiz
O kontammiñ tud ha loened
Gant o aezhenn toufor-mougus
O voc’hañ labour evel sodien
O deus graet eus hor c’hompezennoù
Parkoù-sport, parkingoù, kampoù-vakañs,
Tachennoù divent d’embregañ ‘n arme gall.
Bagadoù dorifor-touristed d’ar mizioù hañv
O tirollañ war hor maezioù
‘Vel ul lanv gallek diharzus
O flastrañ park ha prad.
— Ar perc’henn, eñ, ‘n deus ar gwir
Da serriñ e c’henoù —
O c’hoapaat an diwezhañ kouerien
Pe o jarneal warnañ — an hent zo dezho —
Mar ga e dropell en egar
Gant safar o c’hirri-tan…
Breizh a zo aze, evel tra an Estren
Laeret eo diganti Hec’h Enor. Hec’h Ene
Hec’h Enor a Vro Dieub.

15 a viz Mae 1979

Print Friendly, PDF & Email