En koun eus va zad

1861-1941

Hiziv ez eus kant vloaz !…

Du-hont e bro Tonkedeg,
Damdost da zismantroù
Ar c’hastell-kreñv brudet,
E kêrig Runamberr ;
E ti daou bried yaouank :
‘Voe ganet ur mabig,
« Ar mab henañ »,
Hag e voe anvet Erwan.
Erwan ‘vel e dad-kozh.
Ha ‘vel sant bras Bro-Dreger.

Va zad ‘oa ar mabig-se !
Ar mabig daoulagad glas-gwer,
C’hwec’h breur a zeuas war e lerc’h,
(Hep kontañ ar merc’hed).
Kreñv ‘oa andon ar vuhez
E kalon an daou bried !…

Triwec’h vloaz ‘oa Erwan
Pa varvas an tad,
Hag ar bihanañ ‘oa daou vloaz.
Chom a reas da benn-menaj
Gant e vamm intañvez,
Ken ‘voe savet ar vugale.
— Ha neuze e timezas
Gant merc’h e amezeg.

Ha d’ar priedoù yaouank
‘Voe ganet ivez ur mab.
— Hag e voe anvet Charlez —
Evel e dad-kozh.
— Ne reas nemet tremen !…
Gant sae wenn e vadeziant
E retornas d’an Neñv.
— Goude ‘teuas ur verc’hig,
Dezhi daoulagad glas :
Glas ‘vel ar bleunioù lin !…
(Hervez a lâre mamm),
Hag ur pennad blev melen
‘Vel ed o tareviñ.

Maria ‘oa bet anvet : Maria-Adela.
Hag ar verc’hig-se ‘oa fur,
Ha koant, ha seder, ha speredek,
Hag e oa Heol he zud,
Ha goanag o c’hozhni.
— Siwazh !… Doue en doa bet aon,
Aon ‘vije bet saotret
Un ene ken kaer
Gant kailhar ar bed.
Hag he galvas davetañ,
Pa ‘devoa bet dek vloaz.

An daou bried glac’haret,
‘N o ziegezh goullo,
Ne raent nemet leñvañ,
Bruzunet o c’halon,
Ha kollet o spi,
O fiziañs er vuhez.

Ha koulskoude ! O burzhud !
Andon ar vuhez a strinkas adarre.
Ha d’an daou bried oadet
‘Voe ganet c’hoazh ur verc’hig,
Disheñvel deus eben,
Gant he blev gell-kistin-rous,
Hag he daoulagad rous-du : me !…

Hag e voe anvet ar bugel :
— Anjela, Mari-Anjela,
Evel he maeronez.
— Kreskiñ ‘rae ‘vel ur radenenn,
Ar Vreizhadez vihan —
Taer, amsent ha pennek,
Met tener he c’halon.
Un dra n’hellas morse gouzañv :
Gwelout he mamm o ouelañ.
Teuziñ ‘rae he c’halon !

Hag a-benn ma oan savet,
‘Oa oadet-bras va zud,
Ha brevet gant al labour
Ha trubuilhoù ar vuhez.
— Hag e chomis gante
Pa ‘devoa nemeton —
« Aberzhet ganin va yaouankiz »,
‘Vit harpañ o c’hozhni.
N’am eus ket a geuz…
— O sikouret am eus da vevañ
Gant va labour.
— Sederaet un tamm o buhez
(Gant va diboellachoù)
— Graet war o zro ‘n o c’hleñved,
Kennerzhet o zremenvan…
Emaint bremañ e klod Doue,
Am eus an esperañs.

Ha me ‘rank derc’hel da vevañ
Va-unanig !
Hag evit bevañ : labourat tenn.
(Ar pezh a zo marteze
Evidon ur rikour)
Ket din da chom da veuziñ
Em eñvorioù.

Met va c’halon c’houllo
Zo chomet pell toc’hor.
Ha remed ebet n’edo kavet
Evit va fareañ.
Ken ‘m eus kavet va-unan
Ul louzoù kevrinus !…
Zo bet ‘vit va gouli
Ur balzam frealzus :
« Louzaouenn ar brezhoneg ! »
O ! met setu me c’hoazh o leñvañ.
Hiziv ez eus kant vloaz,
E voe ganet va zad.

Ar C’hozhvarc’had, 25 a viz Here 1961

Print Friendly, PDF & Email