Noz an Nedeleg 78
A, ya, en gouzout a ran Eo pec’hed leñvañ en noz-mañ M’eo barrleun pep kalon a Levenez Padal n’on mui evit mirout Ouzh va memor mont da gantren Du-hont em zraonienn vut. Ha me bac’het amañ Keid-all eus va douar […]
A, ya, en gouzout a ran Eo pec’hed leñvañ en noz-mañ M’eo barrleun pep kalon a Levenez Padal n’on mui evit mirout Ouzh va memor mont da gantren Du-hont em zraonienn vut. Ha me bac’het amañ Keid-all eus va douar […]
Anaonoù va C’henvroiz O kantren hoc’h anken fenoz Dre wenodennoù ar menez Dre hentoù don an Argoad Ha war aodoù ar mor Anaonoù va C’henvroiz O kantren en noz du Fenoz c’hwi ‘glevo a bep tu O c’hwibanat en avel […]
Selaou ‘ran sioulder an noz. Ken trouz mui ‘met ar momeder Ha fic’hadenn ur skilhenn c’hleb War c’hlaouiasenn an oaled Hag e soñjan, hag e soñjan En anaon va c’henvroiz. Re gwechall ha re bremañ Ar re o deus roet […]
Tarzhañ ‘ra gwall stank O zan artifis Gant ar baotred vras ! Ken kaer koulskoude An noz stergannet Ma lintr en oabl a-viliadoù Ar Bedoù strewet E diventelezh an Ec’honder. — Daoust hag ezhomm ho poa Da zrastañ moneiz ar […]
Kleier a son en noz Sklintin ha laouen War wagennoù an noz A draonienn da draonienn A barroz da barroz ‘Red ur c’heloù burzhudus : Setu noz ar Pellgent Ganet eo Jezuz ! Kleier a vrall en noz Sklintin ha […]
Ni zo unan eus skourroù glas Ar wezenn anvet Keltia He sev ken brokus ha biskoazh En avel-vor sonn en he sav. Eus Gouenn ar Gelted omp Ha ni zo ur Bobl… Ni hon eus ur Vro. Ni hon eus […]
Ar marc’heg bras E borpant glas A red ar Bed War e varc’h-red D’ar pevarlamm, a-dreuz, a-hed Dre lann ha roz Dre goad ha kloz Toull e chakod ‘N ur vont a fot Skoedoù aour war al lann melen Skoedoù […]
— A, Onnenn ! Setu m’out dihun ? Me ‘grede ‘oas marv. Troc’het a greiz da hun Gant ar goañv garv… — Lak prim da sae dantelezh ; Tapet ac’h eus an dilañs. Mae ‘n em c’houlenn ‘michañs, Petra ‘c’hoarvez […]
Edo ar c’hef o tizeriañ : Taoladoù berr, ha skort, ha treut. Ne vleunie ken. Ur skourr sec’h, ur wech an amzer, A gouezhe eus ar wezenn gozh. N’he doa ken, sur, pell da vevañ… Tri skourrig glas a chome […]
Neb na gar ket an dour n’eo gwirion e galon Neb na gar ar bara na oar ket barn an douar Neb a chom en e di ne gar an avel Neb en devo an darvoud n’en devo al lijor […]