Nevezadur

Edo ar c’hef o tizeriañ :
Taoladoù berr, ha skort, ha treut.
Ne vleunie ken.
Ur skourr sec’h, ur wech an amzer,
A gouezhe eus ar wezenn gozh.
N’he doa ken, sur, pell da vevañ…
Tri skourrig glas a chome c’hoazh :
Ken paour, ken disapr ha ken gwan.
— Ha herzel ‘raint ouzh ar goañv ?
— A-boan ! Nemet ur chañs…
Ar chañs he deus c’hoarzhet,
Burzhud zo c’hoarvezet !
Er gwrizioù kozh ‘oa c’hoazh buhez.
Goude ur goañv gleborus
Abred ‘teu an Nevez-amzer.
Ar wezenn a c’hlaz adarre
Taolioù nevez ‘vount a bep tu.
War an tri skourr ‘zo bremañ bleuñv
Bleuñv tener etre gwenn ha roz.
Bleuñv seder o c’hoarzhin d’an Heol,
Bleuñv stank ha yac’h :
Promesa frouezh ;
Frouezh ha buhez…
Ur voualc’h kozh war ur bod sec’h
A gan kanenn an Nevez-Hañv…

9 a viz Genver 1963

Print Friendly, PDF & Email