Na kef ebet en Oaled
Chom ‘ray ar man glas stag ouzh ar roc’h louet Chom ‘ray ar vodenn gargel divoulc’h gant he boulloù ruz-flamm Chom ‘ray ar bokidi uhelvarr gant o ferlezennoù gwenn E beg an avalenn gozh. Hag an ivinenn […]
Chom ‘ray ar man glas stag ouzh ar roc’h louet Chom ‘ray ar vodenn gargel divoulc’h gant he boulloù ruz-flamm Chom ‘ray ar bokidi uhelvarr gant o ferlezennoù gwenn E beg an avalenn gozh. Hag an ivinenn […]
I Gant Feiz ha gant spi bemdez ‘c’hortozan Va c’halon o talmiñ, ‘n hini ‘garan Gant feiz ha gant spi bemdez ‘c’hortozan Ar joa, al levenez a zeu gantañ Ha gwelout ‘ran mil, ha gwelout ‘ran kant Met evit hini […]
Stered aour ha tommheoligoù ‘Ra ho ran e sol ar c’hleuzioù C’hwi zo hegarat em c’heñver ! Stered aour ha tommheoligoù Mousc’hoarzhin din zo ho tever Rak ‘m eus nac’het ar Bulldozer Stered aour ha tommheoligoù ‘Ra ho ran e […]
Mouezhioù douget war vurzhud ar wagenn Mouezhioù tud n’o anavin biken Mouezhioù souezhus Mouezhioù ken marzhus Ma trellont va spered ! Mouezhioù leun a Gened Mouezhioù leun a Gevrin Ma trid ha ma taskren o c’herdin Evel Telenn gizidik ar […]
I Gwechall-gozh ar beizanted ‘Oa lemm ha digor o spered Met gant Tele ha Radio gall Int rentet holl bouzar ha dall. II Chom ‘reont digor o genoù Da selaou Moncheu Meteo Padal int a oar gwell ‘vitañ Doare an […]
Danvez ur ganaouenn ? I Siminal mui na zivoged Marv an tan e pep oaled. Moged a sav eus ar parkoù Da dommañ koumoul an Neñvoù ? II Skubet an Derv. Skubet ar Faou ‘Maint o vreinañ en touflezioù An […]
Boum ! Boum ! Bouououm !… — Petra ‘n diaoul zo o tarzhañ ? Krog ar Brezel atomek ? — Naren. Emeur o kleuzañ kanioù Da gas dour da di… — Da gas dour ? Met. Met. Met Ur puñs […]
Da Henriette Le Saint Mari ! O Gwerc’hezig Skoachet hoc’h-unanig E goursav en Ilizig ! Kann ho sae. Glas ho kouel. A-zindan ho talgen E tiruilh ho plev gell A rodell ! War ho tal gwenn. Ho treid noazh e-touez […]
Va-un’ ‘n ur gêriadenn Ma zo enni pemp ti Va-un’, va-unan-penn ! Tregont edomp gwechall… Va-un’ va-unan-penn O tougen samm ar vezh O talañ ouzh ar goap O kiañ ouzh ar fent : Goap ha fent an Estren Unan diwar […]
I Milinoù koant A droe drant O Rod en dour Milinoù koant A vale drant Bleud gwinizh flour Sed an tourlant Aet en dismantr Gant red an dour. II Mui rod na dro War ar vein-to Mañ n iliav glas […]