Noz an Adpardon

Tarzhañ ‘ra gwall stank
O zan artifis
Gant ar baotred vras !
Ken kaer koulskoude
An noz stergannet
Ma lintr en oabl a-viliadoù
Ar Bedoù strewet
E diventelezh an Ec’honder.
— Daoust hag ezhomm ho poa
Da zrastañ moneiz ar gumun
O klask bamañ
An dudigoù
Gant ho luc’hed liesliv ?
— Gwelloc’h implij ho pije kavet
D’an arc’hant-se
Foranet en aner :
Paeañ da gentañ ho tleoù
Digoll da gentañ ar re
Hoc’h eus rivinet dezho o douar
Evit ober boulouardoù
D’an Estren :
Ar re a ra goap ouzhimp,
A ra goap ouzhoc’h.
A ra goap ouzh ho Tan Artifis !
Ken dister
Dindan an Oabl stergannet…

Noz derc’hent an 8 [a viz Gwengolo 1974]

Print Friendly, PDF & Email