Pevar Danvez-Den
Rimastell evit bugale D’ar pevar danvez-den : Flidrig, Fulup, Yannig ha Padraig C. I Me ‘anavez pevar mailh O ! Pevar baotrig seder ! A gar redek diskramailh Dindan ar pevar amzer. Lammat ‘reont er poulloù Kargañ ‘reont o botoù […]
Rimastell evit bugale D’ar pevar danvez-den : Flidrig, Fulup, Yannig ha Padraig C. I Me ‘anavez pevar mailh O ! Pevar baotrig seder ! A gar redek diskramailh Dindan ar pevar amzer. Lammat ‘reont er poulloù Kargañ ‘reont o botoù […]
Aon bras ‘m eus Eus ho mallozh Laboused drouklazhet Pesked ha kregin mouget Bezhin ha felu kontammet Gant petrol an diaoul Diaoul an Arc’hant Arc’hant ar Grokanted Krokanted hor C’hantved Kantved ar Spont Spont an Apokalips. Laboused ha pesked Kregin […]
— Ha petra dalv’ dit, va breur sevel kent gouloł-deiz da glevout an oferenn vintin ma chomez goude da straniñ, da evañ ha da zispenn da nesañ ? — Petra dalv’ dit, va breur ober profoł brokus d’an oberoł-mat ma […]
1 Mar deus ul loen ganin karet Sur eo « Sibel » va c’hazeg War he c’hein ‘vel ur marc’heg Gant joa me ‘rafe tro ar Bed Perak ne rafen ket ? 2 Kouezhet eus e neizh ‘m eus kavet […]
Damant ebet n’o deus da gaout Ar re-se a vale war bavezioù kêr. Damant ebet da lazhañ na da c’hloazañ Boudoùigoù bev fiñvus pe difiñv. A ! Na damant am bez-me, da bep kammed Damant da flastrañ, da frukañ A-hed […]
Kalet va fenn ? Naren ! Re wak atav va c’hlopenn Da warez’ va empenn Treuzet-didreuzet bemdez Ken didruez Gant mil bir ha mil draen Ken lemm — a Krist — ha spern ho Kurunenn Mae 1968 E galleg
Selaouit… Ur c’han a c’hlac’har A ganan hiziv c’hoazh : Digalonegezh ur Bobl Na oar mui piv eo. Da belec’h emañ o vont. Ha gallout ‘ra esperout Bevañ bepred evel Pobl ? P’emeur o laerezh diganti He Fersonelezh. Hec’h Enor. […]
Divizout e Yezh ar Vretoned ! A ! Bout gouest da gomz gant pep hini Diwar-benn pep tra Gant gerioù kozh ha gerioù nevez Holl tarzhet eus Ijin ar Ouenn Ar gerioù kozh-se rimiet ha flouret Ha dalc’het divergl Tremenet […]
Eus an dud vak am diwallit Aotrou ! Nemet ha kontañ a rit din evel pinijenn An holl re-se a zegasit war va choug Hag a bonnera kement pouez an deiz ? … Marteze avat e veizan : n’eo ket […]
… Aotrou ! Lavar hepken ur ger ha me ‘vo pare Rak n’on ket din e teufes tre em zi… Zoken m’az kwelfen o tremen Ne gredfen ket deredek d’ez saludin Ne gredfen ket zoken stokañ va biz ouzh freñj […]