Pedenn evit ur Bloaz nevez

An 72vet Doue ! Tad an Hollved Ha Tad an holl Voudoù Spered ha materi. Hiziv selaouit m’ho ped An disterañ eus ho Pugale A gan deoc’h e don he c’halon He Levenez da vout bev bepred… Dirazoc’h ‘vel ur […]

Pedenn evit ar Peoc’h

… Aotrou ! Ra ziskenno ar Peoc’h War ar Bed a c’houzañv Ar Bed klañv. Ar Bed mac’het Ar Bed gwasket gant enkrez Ar Bed a c’houzañv riv A c’houzañv naon. Ha sec’hed Ha poan gorf ha poan spered Bed […]

Pedenn da santez Anna

Santez Anna vinniget Mamm-gozh ar C’hrist-Roue Santez Anna ken doujet Gant an holl Vretoned Gwarantit ho Pugale A laka en arvar O Frankiz hag o Buhez ‘Vit difenn o douar O c’hultur hag o Feiz Anna Patronez Breizh ! Hiziv […]

Pedenn da sant Padrig

Hiziv p’emaņ ho kouel Sant Padrig benniget Eo aotreet me ’gred Goulenn diganeoc’h skoazell Ar mor-se anvet mor Breizh M’hoc’h eus warnaņ bageet Graet ken lies a dreizh Gwelit e zour kousiet, ’Ket o treizhaņ kristenien Gant tonennoų eoul-maen. C’hoar […]

Pedenn da Sant Jozeb

Sant Jozeb binniget Patron ar marv mat Ho torn din astennet Strebotiñ ‘ra va zroad Rak an hent zo teñval Ha leun a antelloù Bale ‘ran ‘vel un dall War hent rust an neñvoù Patron ar marv mat Ene eeun […]

Pedenn da Itron Varia Druez

Itron Varia Druez Ha me klañv, ha me kozh Trist eo va zamm buhez Va-unan deiz ha noz ! Sec’hed am eus noz-deiz Skarinet va c’halon An tan bepred em c’hreiz Va frealzit, Itron. E-kichen ho chapel Itron Varia Druez […]

Pedenn d’an Aotrou Perrot

Beleg ha Merzher D’an 12 a viz Kerzu 1973, da geñver tregontvet deiz-ha-bloaz marv kriz an Aotrou Yann-Vari Perrot, person Skrignag, rener Feiz ha Breiz. Brogarour ha difennour hor yezh. Joa d’an Anaon ! Aotrou Yann-Vari Perrot, abostol ha merzher […]

Pedenn d’am mamm

Kant vloaz, va mamm garet Kant vloaz hiziv ma oas ganet Esper am eus emañ da ene El levenez, e peoc’h Doue Bet az poa war an douar-mañ Da lod a drubuilh, da lod a boan Da lod a labour, […]

Pedenn an nijlammer

Roit din, va Doue, ar pezh a chom ganeoc’h Roit din ar pezh ne vez morse goulennet ouzhoc’h Ne c’houlennan ket an Diskuizh Nag ar Sioulded Na hini an Ene. Na hini ar c’horf. Ne c’houlennan ket ar Binvidigezh Nag […]

Pec’hed ar C’houer

… Na ponnerat bec’h d’am c’halon Na c’hwerv ar c’hastiz A-hed an unnek miz ! … O ! An Neñv ‘michañs ‘N deus dalc’het kont ebet. Va fec’hed ‘oa ‘enep an Douar — Brasañ pec’hed va buhez ! — Pec’hed […]