Kredenn-genvevañ vreizhek Anjela Duval – Jakeza Le Lay

Ar Vretoned a zo tud a galon.

Maodez Glanndour

 

Pa lennan oberenn Anjela Duval en em lavaran ma-unan : se an hini eo al lennegezh vrezhonek. Un tammig souezhus e c’hell bezañ an evezhiadenn-mañ met, da’m soñj, eo barzhoniezh Anjela Duval ur skouer vat eus al lennegezh vrezhonek a-vremañ.

Ne glaskin ket er pennad-mañ termeniñ al lennegezh vrezhonek, re risklus e vefe sevel ur c’helennadur war ar poent-se hep menegiñ oberennoù all. O studiañ barzhoniezh Anjela e vez santet aes, koulskoude, he feiz er gumuniezh vreizhek hag a zo don. Setu aze marteze mel he barzhoniezh hag an hini eo a respont d’ar brezegenn skolveuriek a-vremañ : petra eo ul lennegezh vroadel ? Ur goulenn poellek eo evel-just : daoust hag-eñ eo trawalc’h skrivañ e brezhoneg evit kenderc’hiñ ul lennegezh vreizhek ? Pe daoust hag-eñ eo breizhek ul lennegezh savet e galleg pe en ur yezh all ? Un dael gozh eo, met digor atav ha digoroc’h c’hoazh hiziv eget na oa dec’h en abeg d’un ideologiezh nevez e-keñver lenne- gezh   ar   broioù   bihanañ,   hini ar « métissage textuel »

Barzhoniezh Anjela Duval a ginnig deomp prederiañ un tammig diwar-benn ster al lennegezh ha, resisoc’h, diwar-benn ster ul lennegezh vroadel.

N’eo ket a-walc’h reiñ
Ret eo en em reiñ.

Evel-se e komze Anjela Duval. Ar frazenn-se a oa en unan eus he c’hartoñsadoù paperioù, gant ur roll krenn-lavarioù nevez-ijinet ganti, ha diwar ar ger-stur-mañ eo bet savet he buhez evel e c’hellimp gwelout a-dreuz hec’h oberenn lennegel.

Dre ma tiazeze he flanedenn war an hevelep doare-soñjal e c’heller lakaat da wir e klaske Anjela bevañ e donder an traoù ; ar pal ganti : servijout ar bed a oa en he zro, hec’h amezeien, he c’herent hag he bro.

Douget d’al lennegezh, eo deut da Anjela ar c’hoant skrivañ. Ne oa ket un dra anat er mare-se pa oa ar galleg oc’h erlec’hiañ ar brezhoneg : e peseurt yezh neuze e c’hallfe bezañ skrivet he barzhoniezh ? Savet e brezhoneg, o vevañ dre ar brezhoneg ne vefe ket bet poellek dezhi skrivañ en ur yezh all. Koulskoude e oa ret da Anjela en em lakaat da studiañ yezh he zud, na ouie ket skrivañ, daoust dezhi bezañ hini he c’halon. Labour ouzhpenn dezhi « goude trevell ken danvezel »*. Un dibab he doa graet ar varzhez, ha ne oa ket an hini aesañ met an hini a glote ar muiañ gant he zemz-spered, he brogarantez hag a zo ken splann en hec’h oberenn :

(…) War va dremm kozh skarnilet
’Lenner poanioù va Bro
Va Breizh-din trevadennet
O stourm ouzh ar maro. (…)
Hogen va Breizh a garan
Outi em eus Truez
Pa n’hellan he redimañ
Gant va foan, va Buhez (…)*

Ur wech kroget ganti da skrivañ e brezhoneg, e oa lañset Anjela Duval war hent ar stourm : stourm evit saveteiñ he yezh hag he bro. Klask a raio atav komz evit he c’henvroidi, displegañ o zrivliadennoù a c’hoanag pe a zigoanag, o levenez hag o glac’har, da lâret eo o buhez Breton hag a c’hell bezañ start da vevañ keit ha ma vez kudennoù politikel er vro. A-drugarez da varzhonegoù zo evel « Ar Vistri », pe « A Galon hag a Spered – Derc’hent ar prosez », pe c’hoazh « Gwin ruz », e vez santet fromoù Anjela e-keñver he bro hag he fobl, hag evel-se e teu oberenn Anjela da vezañ ur seurt testeni eus hec’h amzer. Ha diskuliet aes eo an dianav dre ar from :

Lonk. Lonk ’ta ! Lonk hardizh
Lonk betek dislonkañ
Ar marc’hadour gwelien ruz
En deus ezhomm da vevañ
Lonk. Ya, lonk dizamant
Ha disoursi
Eus da gozhni.
Ar Stad c’hall, te ’oar,
A zo brokus e-keñver da seurt.
     — Pa ne vi mui evit lonkañ,
     Pa ne ri mui ’met dislonkañ,
     Goude bezañ peurlonket da stal
     E vezi kaset du-hont
     (D’an ti dizon)
     War gont ar Stad c’hall. (…)*

Setu neuze seurt barzhonegoù a vez kavet en oberenn Anjela hag a ziskouez mat penaos e kemere ar varzhez perzh e kudennoù he bro.

Kinnig a ra deomp, en ur mod neuze, ul lennegezh gouestlet, hag a-drugarez da se e vez santet he c’hredenn genvevañ. Homañ, ha hi kreñv, rak bevañ a ra Anjela en hec’h amzer, unanet start gant he c’henvroidi, a vanfe skort koulskoude ma ne rafe ket diouzh ur vent dreistdouarel, pezh ne glotfe ket gant mennozhioù ar varzhez a Vro-Dreger hag he deus kalz a azaouez evit hec’h henaourien.

He c’hredenn genvevañ a vez santet ivez dre he c’hoant kenderc’hel war hent he zadoù-kozh. Alies-tre e vez kaoz eus se en he barzhonegoù, pa zegas soñj eus he zud pe eus Bretoned a-wechall — anvioù stourmerien pe sent, hag all, a vez meneget. Neuze ez a Anjela dreist he c’hredenn en ur yezh hag en ur bobl kempred, hag a zo ret koulskoude, evit reiñ pouez d’an hengoun a zispleg un temz- spered breizhek.

(…) Ur Bobl unvan o tiskenn
eus teñvalded ar Ragistor
O kantren dre ar Bed
War-lerc’h skeud hec’h Huñvre
O klask ar Gwenva-se peurbadel
Zo bet atav Kredenn ar Gelted (…)*

Siwazh, an doare-ober-se alies-tre a vez komprenet evel un doare kozh da welout ar vuhez, da lâret eo un doare varv, ha dreist-holl pa vez anv eus he zud aet d’an Anaon, pe eus ar beizanted :

(…) Tud didalvez emezoc’h
Tud diseven a lavarit
Tud disoursi, a gred deoc’h ?
Ne reont mui netra
Nemet pourmen war o zraktor
Pe ’n o c’harr-tan
Hag all, hag all, hag all
Ha plip plap plap ! (…)*

Heuliañ hent hon tadoù-kozh a oa er c’hontrol, evit Anjela, kemer awen, ijin, emglev en hengoun, hag ivez kemer kentel diwar furnez ar re-se :

(…) Ha perak n’em boa ket graet va mad
Eus krennlavar fur va zad ? (…)*

Dre forzh klask bezañ feal d’an hengoun, e vez kejet gant speredelezh ar vro. Barzhoniezh hag oberenn Anjela a zo skouerius war ar poent-se. An tri-c’hard eus he barzhonegoù a zispak trivlioù eus ar soutilañ :

     Fenoz deiz-ha-bloaz da varv
          Ar bempvet warn-ugent !
     A, va mammig karet. Karet atav
     Kement en Tu-hont ’vel ’oas en Tu-mañ
          Dreist ar Bez. Dreist an amzer
                           Er Peurbad.
Un Eur c’hoazh. Un eur goude hanternoz
Un Eur c’hoazh e fell din gortoz
     ’N ur bediñ. ’N ur eñvoriñ.
Evel bep bloaz n’hellan repoz.
Da heuilh a ran en da Galvar
Ha me ouzh troad da Groaz,
Semplet em glac’har ken bras.
A ! Gwelout da boan o steuziñ !
     Da zremm o tont lugernus
                           ’Vel e Goursav. (…)*

Evel he zud, evel tud he bro, e kendalc’h Anjela war hent ar feiz, n’he deus ket c’hoant da derriñ ar chadenn, hini ar feiz kristen, an hini a ya dreist « d’ar gomz ha d’ar meiz »*. Hag atav e tro he c’halon ouzh ar C’hrist pe ar Werc’hez evit displegañ he foanioù, evit sevel he goulennoù. Evel-se ez eo livet hec’h oberenn gant gerioù relijiel, n’he deus ket aon implijout anezho evel ma kar hed- ha-hed he barzhoniezh :

Itron Varia Vreizh karet
Mirit ar Feiz d’ho Pretoned
Ha grit ma kavo pep hini
Labour ha bara ’n hor Bro-ni
     Breizh a c’houzañv
     Mamm druezus
Bezit ’vidomp madelezhus. (…)*

Diwar ur barzhoneg a seurt-se e c’heller kompren gwelloc’h perak e ra Anjela ul liamm etre ar feiz hag he bro. Lemm he spered hag eeun he c’halon, e c’houlenn reizhded e-keñver pep krouadenn doueel. Aze ez eus, moarvat, ur veizadurezh hag a ginnig deomp ur brederiadenn diwar-benn emdroadur spered mab-den.

Nerzh he speredelezh a laka bed an neñvoù da vezañ treuzwelus, e dostaat a ra ouzh hon bed-ni, ha se zo un arouez breizhek a gaver e lennegezh vrezhonek ar c’hantved-mañ ha, da skouer, gant Kervarker, Tangi Malmanche, Maodez Glanndour, ha kavet dreist-holl er bobl vreizhad betek bremañ.

Peurliesañ e vez santet ijin ha dibarded ul lennegezh vroadel dre speredelezh pe an diouer a speredelezh eus ur vro-mañ-bro, peogwir ’vez displeget dre ar speredelezh donder menozioù ur bobl, ha dreist-holl dre daou dem : hini ar marv hag hini ar garantez. Met gwir eo, ar speredelezh-se a zo lakaet bremañ en arvar gant ren an danvezelouriezh. Neuze e chomo ar yezh muioc’h-mui ar mod efedusañ da ziforc’hañ ul lennegezh vroadel ouzh unan all.

Kreñv eo kredenn-genvevañ Anjela Duval en hec’h oberenn lennegel : da gentañ war un ahel a-blaen dre dibab yezh he bro evit skrivañ ha dre ar c’hoant komz diwar he fenn, hag ivez war un ahel a-blom dre ar pouez a vez roet d’an hengoun pe, mod pe vod, d’an Istor ha d’ar speredelezh. Diwar se e c’heller lavarout eo he barzhoniezh ur var- zhoniezh vreizhek.

Intentet e vo diouzhtu Anjela koulz gant ar stourmerien ha gant ar bobl, sur a-walc’h peogwir n’he deus ket skrivet na komzet gant he spered nemetken, met dreist-holl gant he c’halon dener sklêrijennet gant ur feiz vev hag ar from-se eo an alc’hwez efedusañ evit stourm evit ur vro ha, war an dro, evit gwirioù mab- den. Met a-drugarez ivez d’he fersonelezh kreñv eo deut a-benn da embann fraez he menozioù don, hag ivez da vezañ dibleg e-keñver tud zo :

C’hwi ken du ho kalon
Dindan ho mantilli gwenn kran
C’hwi ken goullo ho kalon
A bep truez kristen
Dindan ar groaz aour fin
A dougit war ho peultrin
Er-maez !*

Bez ’eo hollvedel oberenn Anjela Duval, peogwir eo diazezet he barzhoniezh war ar from ha n’eo ket war ar ouiziegezh hag ar furm nemetken.

Keñveriet gant oberenn Anjela Duval savet e yezh he bro, digant ur varzhez he doa perc’hennet sevenadur he fobl, e c’heller lavarout eo ar « métissage textuel » un diskoulm dibrizius evit neb a gar e vro. Er c’heñver-se ez eo Anjela Duval ur roc’h e-kreiz un avel-stourm, un tour-tan evit sklaeriañ hon tu-zont.

Print Friendly, PDF & Email