Ar vistri

Il est beau d’insulter
Aux bras chargés d’entraves
La voyant sans défense
Ils s’écriaient ces braves.
E Lez-varn hol Lez-vamm
Evel tousegi o vabouzañ
Taolet o deus ar Vistri
O dismegañsoù faeüs
War hor Breudeur yaouank.
Tennet eus Geriadur seven
La Culture Française :
Croquignols, Bécassines, Ribouldingues
Bandes dessinées, Terros, Dynamiteros, etc.
— O Breizh hor mamm wirion
Pegeit eta e c’houzañvot ‘vefe graet al lu ganeomp ?
— Krenit. Krenit ‘n ho Palezioù er Gêr-veur
Pep tra ‘zeu d’e Eur
Da neb a oar gortoz
Ha pep tra ‘vez paeet
Abred pe diwezhat.
Un deiz e savo a-douez ar Bobl
Ar Bobl diseblant ha diskiant
Adkavet ganti ar Gomz hag ar Meiz
Un dourni spontusoc’h eget trompilhoù Jeriko
Ma kouezhas mogerioù kêr gant ar stroñs.

Deiz barn an FLB, 1978

Print Friendly, PDF & Email