Glaz !

Talmoù ponner va c’halon.
Taolioù glaz o son.
Un dra zo marv ennon
Un dra zo lazhet ennon
Lazhet gant un trubard
Lazhet evit mat.
Ar fiziañs zo marv da viken !
Ha perak n’am boa ket graet va mad
Eus krennlavar fur va zad ?
Gwa d’an den a laka
e fiziañs en un den.
Talmoù va c’halon zo bremañ
taolioù glaz.
Hag ar Bed a-bezh a zo yen-sklas.

13 a viz Ebrel 1975

Print Friendly, PDF & Email