Re hañval

Re hañval on eus va douar eus parkoù va zerouer n’int na krenn, na karrez na hirgarrez, ha hirgrenn niverennoù kelt zo merket warno tri, pemp, seizhkognek int beskellek, gwaregek, maenek skosellek, roc’hellek, traezhek priellek, arblaen, tort ha kammigellet

Pok ar Sadorn vintin

Divorfilañ ‘rit eus ho hun pounner Gant klemmoù en-dro deoc’h en amc’houlou E damskleur ur c’hleuzeurig Ur skeud a zeu tre sioul, doujus Gant un dorn prim ha skañv E reizh pep tra direizh. Goude ur sell d’he faperennig E […]

Petore louzoù

Petore louzou kousket Zo roet dit va Bro Da Spered zo moredet Poent eo dihun en-dro. Rak dre-holl ‘met dismantroù Ne welan en-dro din Teñzorioù hon hendadoù Tamm ha tamm o steuziñ.

Penilhoù

Skubet diwezhañ rozenn ruz Em liorzh gant ar mizioù du Met tommoc’h ha flammoc’h eo sked Ar rozenn a vleugn em Oaled. Tavet eo kan ar skrilh el lann Gant avel but ar mizioù du Skrilh an oaled bepred a […]

Pemp labousig

Pemp labousig (un neizhiad) Pemp labous breizhat O klevout bemdez kanañ klod Kêrbenn ar sklêrijenn A lakaas ‘n o faltazi…

Pedenn da sant Padrig

Hiziv p’emaņ ho kouel Sant Padrig benniget Eo aotreet me ’gred Goulenn diganeoc’h skoazell Ar mor-se anvet mor Breizh M’hoc’h eus warnaņ bageet Graet ken lies a dreizh Gwelit e zour kousiet, ’Ket o treizhaņ kristenien Gant tonennoų eoul-maen. C’hoar […]

Pec’hedoù hor Pobl

Pec’hedoù hor Pobl : Nac’h ar Vro Nac’h an douar Nac’h ar yezh Nac’h ar Feiz Nac’h pep Onestiz Ha pep truez kristen. Bras-divent eo hor c’hablusted Dirak Doue, Dirak an dud Dirak an Istor Ha petra ‘vo hor c’hastiz […]

O kozhañ

Gant va daouarn o kozhañ E krogan ez taouarn yaouank E don va daoulagad o kozhañ E viran ar sked eus da re Gouzañv tremenvan ar Bedoù Kozh loen gouez tizhet gant ar spont Va degemeret ha miret ac’h eus […]

Na tad na mamm

Na tad na mamm Na breur na c’hoar Na pried na bugel Hiziv gouel ar mammoù Gouel ar garantez c’hlan Em c’halon zo ur galv Pe ur c’hlemm. Atav, atav va-unan ! Em lagad zo un daerenn Em ene ur […]

Morse

Morse ne varv un ael Nijal ‘ra d’ar vro vat M’eo pep tra divarvel Ha pep amzer peurbad