Te, an hini gozh

Roufennet out evel un aval kozh kouezhet
En dije gwelet an Heol pevar-ugent hañvezh
An hini gozh atav ‘vel-se a vez anvet.
Met e don da galon e skin ar garantez
‘Vel pevar-ugent nevez-hañv eo glas da zaoulagad.
Da zeskiñ deomp ar vuhez. Furnez ar bloavezhioù.

Roufennoù don da dal ha regoù an douar :
Hevelep barzhoneg, treset en hevelep labour.
Hag ur sin ar groaz o tremen ar c’halvar
Da c’houl digant ar Mestr ma vo strujus an Hañv
Ma vo un Eost fonnus hag un tammig Eurvad.
Ya, roufennoù da dal ‘zo ‘vel ur parkad bleuñv.

Print Friendly, PDF & Email