Barzhoneg eus Bro-Indez

— Mervel ‘ran, met en ur vervel e kounaan ac’hanout
Levenez va ene, karantez dous nemeti.
Mervel a ran, met soñj am eus eus joa va c’hentañ trivliad
Dirak da zremm ken kaer trolinennet heneuz ha glan.
Soñj am eus eus skrij va Boud dirak ar Gened soutil
Az kronne holl evel un aergelc’h blizidik.
Soñj am eus eus da vrennid c’hwezet ken c’hwek
O. Strobinell nevez ar Garantez ! ‘n ur vervel
E kounaan hini da hini marzhioù da Gened e bleuñv
Da zaoulagad don hañval ouzh lotuzennoù dindan ar glizh
Ar Perlez : ma eo da zaeroù.
Douster da zivrec’h gwevn
Da vuzelloù ma par warne an hiraezh evel ur wenanenn
Mervel a ran. Met soñj am eus eus rodelloù da vlev frondus
O c’hoari war da zremm.
Soñj am eus eus ruzder tener ar Garantez
A guzhes e plegioù da zivrec’h
Hag diouzh sked da zaoulagad. An daoulagad-se !
An daoulagad karet-se !
Me o adwel lintrus evel stered
Dindan gouel da zaeroù a levenez,
Ra vezint bepred ‘vit va c’halon stered ar Beure
Mervel ‘ran. Mervel ‘ran. Met kounaat a ran.
Ra vezo roet din ur vunutenn, netra nemet ur vunutenn
C’hoazh d’arvestiñ da abrantoù du hañval ouzh
Kresk ul loar deñval
Da sioulaat da ziweuz loskus gant aezhenn
Fresk ar garantez
Hag ar vunutenn-se nemeti a ‘n em leunio
A wenvidigezh peurbadel ha digemmus an Neñv !

Genver 1969,
diwar Bilhana, Indez.

Print Friendly, PDF & Email