Ar vuhez ?

Ar barzhoneg-mañ zo bet skrivet gant ar Spagnolad Marcos Ana,
43 bloaz, bet toullbac’het e-pad 23 bloaz.
D’an 22vet bloaz e prizon Burgos.

Livirit din penaos eo graet ur wezenn
Livirit din penaos e kan ar stêr
Pa vez goloet a laboused dour.

Komzit din eus ar mor. Komzit din
Eus frondoù ar maezioù
Eus ar stered, eus an aer.

Displegit din un dremmwel
Hep potailh nag alc’houez
Evel ti plouz ur paour.

Livirit din penaos eo pok ur vaouez
Roit din anv ar garantez
N’am eus ket a soñj ken.

Ha bez’ eo c’hoazh intret an nozioù
Gant frond karidi o skrijañ
Dindan skeud al loar ?

Pe n’ez eus mui nemet an douflez-se
Skleur gwan ar Bez
Ha kanaouenn an tablez ?

Daou vloaz warn-ugent. Disoñjet ‘m eus
Mentelezh an traoù
O liv, o c’hwezh. SKRIVAÑ ‘RAN

Dindan dastorn « ar mor », « ar parkoù »
Lavarout ‘ran : « koad » ha kollet ‘m eus
Mentoniezh ur wezenn.

Komz a ran, evit komz, eus traoù
Disverket din gant ar bloavezhioù.
— N’hellan ket kenderc’hel
Klevout ‘ran trouz treid ar gward !…

13 a viz Kerzu 1966

Print Friendly, PDF & Email