Dic’hoanag

Dañvadez kozh a garen Dous ha doñv ha dinoaz Feal evel ur c’hi. O rodal ‘dro d’an ti. Pet ha pet oan bihan ac’h eus-te roet din ? Ha da c’hloan d’am gwiskañ ! Keuz am eus — Met petra […]

Dibabet ’m eus

Dibabet ‘m eus bezañ sklav Sklav da viken. A ouenn sklav on bet ganet. Eus ar sklaved-se n’int sujet da zen Eus ar sklaved-se nemeto Tud dieub Eus ar sklaved-se sujidi an Douar Sklaved dre o youl vat Sklaved wenvidik […]

Devezhioù koun en Ebrel

Dec’h Sul ar Basion, kentañ Ebrel Dour ha fankigell. Glav hag avel Rividik an dud. Morgousket an douar Abaf al laboused, dic’hoanaget Gant ur goañv ken hir, ken kriz Nag ur rozenn-gamm, nag ur boked-laezh Na steredenn velen er wrimenn, […]

Devezh ar gwez

Kanennoù-meur meurbet kaer Gwerzennoù skañv-gwenniliel Luganoù fentuzik pe don-brederiet Koñchennoù tadoù-kozh d’o bugaligoù Holl hiziv o deus troet en-dro d’ar wezenn (D’an deiz-mañ gouestlet d’ar gwez.) … Noziñ ‘rae dija p’eo deut va amezegez : « Ha bet hoc’h eus […]

Devezh an Dornañ

Barzhoniezh pobl El leur : — Ferc’hier, skubellennoù a-strew Trouz ha safar ha paotred vezv. Ar bern plouz o vennout kouezhañ Div pe deir skeul ouzh e harpañ Er porzh : — En ur flapañ e zivaskell Ar c’hog a […]

Deus d’ober ur bale

I Deus va c’hi-me Deus d’ober ur bale P’eo ken dous an amzer Deomp da vord ar rinier Klev ! Du-hont ‘us d’an dour An Eostig o kanañ flour Deus va c’hi-me Deus d’ober ur bale. II Deus Kubele Deus […]

Derc’hent an 12 Kerzu

E koun an Ao. Perrot Emaon amañ er c’hlañvdi en-dro din klemmoù En-dro din anken ha dispi rec’h ha huanadoù Emañ amzer an azvent Er-maez e yud ar gwent Kantren ‘ra va spered terzhenniek e gwennodennoù an eñvor En hentoù […]

Delioù ruz. Delioù melen

Klod da Zoue Roue ar Rouaned Krouer an Hollved En deus graet hiziv an deiz Mil ha mil damm Eus e vantell roueel Evit gwiskañ ar gwez Gant aour ha limestra 1añ a viz Du 1965

Dekvet ha kant deiz-ha-bloaz !

Unnek gwech dek vloaz Zo bet hiziv Mammig-me Ur c’hantved ha dek vloaz ! ‘Oa deut an dekvet babig ‘Vel ur vleuñvennig goañv Abaf ha gwan da Chandelour Da greskiñ boked va zud-kozh. … Ar c’havell a ouie e vicher […]

Deiz-ha-Bloaz

Un dro c’hoazh d’an nadoz vihan : Warc’hoazh, mar bez ho polontez Warc’hoazh am bo bet teir gwech ugent vloaz ! Teir gwech ugent hañv Teir gwech ugent goañv Teir gwech ugent vloaz ! Teir gwech fenoz enta Me ‘dlefe […]