Devezhioù koun en Ebrel

Dec’h Sul ar Basion, kentañ Ebrel
Dour ha fankigell. Glav hag avel
Rividik an dud. Morgousket an douar
Abaf al laboused, dic’hoanaget
Gant ur goañv ken hir, ken kriz
Nag ur rozenn-gamm, nag ur boked-laezh
Na steredenn velen er wrimenn,
Raden kozh flastret, drez treudet
Dour poulladet er parkoù, er pradoù skaotet
Na bisoù-mareñv, na bisoù-haleg
‘Sav ket ar sev d’ar broñsoù
Ne vleugn ket ar beuz kennebeut
Ha Sul ar Beuz disul.
Ha va deiz-ha-bloaz warc’hoazh
Ganet ‘oan-me d’an Nevez-Hañv
Da Lun ar C’hazimodo, an dri a Ebrel
Ha kanañ ‘rae dija ar goukoug
Hervez ma zo bet din lavaret
Ha ‘n em intent ‘rae d’ar c’houlz-se
An orolaj hag an Heol,
An Douar hag an Neñv

Ebrel 1979

Print Friendly, PDF & Email