Dic’hoanag

Dañvadez kozh a garen
Dous ha doñv ha dinoaz
Feal evel ur c’hi. O rodal ‘dro d’an ti.
Pet ha pet oan bihan ac’h eus-te roet din ?
Ha da c’hloan d’am gwiskañ !
Keuz am eus — Met petra ‘soñjez ouzhin ?
Daoust hag e kav dit
Eo abalamour d’az oad
Ha d’az treid kizidik am eus da werzhet ?
El lavarout a ran. Ha va c’hrediñ a reer…
Kaletoc’h, siwazh, ar wirionez !
Netra all n’hellen dioueret.
Netra mui da arc’hantiñ…
An arc’hant-se ne vez morse a-walc’h outañ
Start eo ‘velkent ar vuhez-mañ
Mezhus !
Abaoe m’on o tougen ar vourell
Hep taol laosk ebet. Hep ehan
Brevet va holl gigennoù.
Pleget va choug gant ar sammoù.
Goapaet ha tremenet da leue
Dre m’on bet atav re onest
Ha dre m’eo Tonkadur ar c’houer
Bezañ aberzhet da vagañ ar Bed.
Evit netra…
Ur wech an amzer e krog en e forc’h houarn
Ar c’houer kozh.
Emañ, emezañ, o vont d’he flantañ e kof an aotrounez,
An aotrounez-se a ra ur briz ken izel d’e boan, ur briz ken izel
d’e varc’hadourezh.
Met setu :
Re skuizh eo gant al labour.
Re faezh eo gant an dic’hoanag,
Evit mont penn-da-benn, evit mont pelloc’h.
Hag e adplant adarre e forc’h
En e vern teil…

10 a viz Du 1964

E galleg

Print Friendly, PDF & Email