Dekvet ha kant deiz-ha-bloaz !

Unnek gwech dek vloaz
Zo bet hiziv Mammig-me
Ur c’hantved ha dek vloaz !
‘Oa deut an dekvet babig
‘Vel ur vleuñvennig goañv
Abaf ha gwan da Chandelour
Da greskiñ boked va zud-kozh.
… Ar c’havell a ouie e vicher
An nav all ‘oa bet fiziet ennañ
(Ha marteze meur a rummad kent)
… Mibin ha dilu, ar babig nevez
‘Oa deut dezhañ prim
Ar gomz hag ar c’herzhed
… Siwazh : Lezenn Bro-C’hall a c’hourc’hemenne
Ret ‘oa bet plantañ dit, babig
Ez korfig gwenn, glan ha tener
Ar c’hontamm dañjerus.
Ha setu te seizet evit mizioù ha mizioù
Nep van na seblant ouzh netra
Difiñv, disliv. Boued un Evn
A ‘oa a-walc’h d’ez magañ
Glac’har ‘oa e kalon da dud
Aeledigoù all ‘oa nijet dija
Eus ar c’havell kozh.
Hogen an Tiegezh kristen holl a-gevred
A bede gant fiziañs, dibaouez
E galloud an Neñv.
Ha setu un deiz arouezioù ar yec’hed
O tont goustad en-dro :
Ar c’hoant mont da heul ar re all
Ar c’hoant gwelout ar maez.
Klevout trouz da ziv votezig
O pilpasañ war al leur
Santout flouradenn an aezhenn
Hag an Heol benniget.
… Bresk avat eo bet chomet
Da Yec’hed a-hed da amzer
Met ar c’hrennlavar zo gwir marteze :
N’ez eus a vuhez hir
Nemet evit ar re a c’houzañv !
Gouzañvet ac’h eus, Mammig,
Gant pasianted kristen.
Betek da varv kaer
Lec’h am eus da grediñ
Emaout evurus en da repoz peurbadel
Ha pa vo deut va zro Mammig
Pa vo deut va Eur
Te ‘astenno din da zorn madelezhus !
Joa d’an Anaon
Amen

4 a viz C’hwevrer 1977

Print Friendly, PDF & Email