From
Kontañ an devezhioù Kontañ an eurioù Mall he gwelout Alouberez va chalon An hini garetañ Teoget va empenn Gant ar werzenn A gane disul ur flourenn Er voest sonerezh Dans une heure tu seras là Treiñ a ra an nadoz […]
Kontañ an devezhioù Kontañ an eurioù Mall he gwelout Alouberez va chalon An hini garetañ Teoget va empenn Gant ar werzenn A gane disul ur flourenn Er voest sonerezh Dans une heure tu seras là Treiñ a ra an nadoz […]
Barzhoneg suilhet gant an heol Barzhoneg sallet gant c’hwezenn Barzhoneg intret gant frondoù Ar geot o vervel Tri c’hant kabell-touseg meur A-regennoù war ar foenneg Barzhoneg sinet gant an Heol.
Oaned kaezh kouezhet Etre skilfoù ar bleizi N’edo ket ganeoc’h koulskoude A wad war ho pavioù Met debron ho poa Hag edoc’h aet da ‘n em frotañ Ouzh savadurioù ar Gall Hag hoc’h eus o diskaret Hag eñ da lezel […]
Treiñ an nozelenn Ha distreiñ hanter vloaz E donder an istor Taol ha taol gorrek ha ponner glaz a gouezh war sioulder an nozvezh arkus Komzoù fromus a zever Eus boest ar skingomz Taolioù taboulin, trouz treid gourion Hag anvioù […]
E liorzh ar barzh ez eus drein ha roz Rak ar barzh a gan, rak ar barzh a groz Ha gwenan ar barzh ez eo c’hwerv o mel Alies ar barzh war e roz a ouel A ouel daeroù c’hwerv, […]
Dit-te eo ar sklêrijenn a darzh eus an Teñvalded Hag ar Vadelezh a darzh eus ur galon brevet gant ar stourm. Dit-te an ti digor war ar Bed hag ar garantez a c’halv war an dachenn emgann Dit eo ar […]
Me ‘garje bout war un dro Ar wezenn hag al labous Ar blantenn sioul eus kreizon an douar Ar pesked skedus o skantennoù heol Alan ar blijadur ha kousk an Den Bout war un dro holl furmoù ar Vuhez
Desk din-me ‘ta ur ganaouenn Eme ar Big ha hi ranell D’ar pintig sart ha laouen A gane an Nevez-hañv Er vodenn spern-gwenn Goap ouzhin a rit Itronig Rak me a rafe klaoustre Morse netra ne deskot A-benn gouzout kanañ […]
‘N ur evañ Te. An tasad kentañ a vouest va muzelloù An eil a laka ur fin d’am digenvez An drivet a sont va bouzelloù didalvez Ar bevare a ra din c’hwezhiñ Ar bempvet am glana Ar c’hwec’hvet am galv […]
E pevar c’horn an dremmwel Avalenned e bleuñv War an uhel war an izel Strewet war gement kleuz. Treid aval-red, bet imboudet Gant kouerien bremañ er vered, Marv pell ‘zo lod anezhe Met o labour bepred aze. O vleuniañ bep […]