Bemdez kañvioù

Bremañ va breur-mager
Savet ‘oamp gant an hevelep laezh.
Pa oas ganet gant da vreur-gevell
‘Oa deut ho tad da erbediñ va mamm
Da ziouerout deoc’h va magerez
Peogwir ‘oan dija unnek miz
Dre druez kristen ‘oa roet ar c’havrig.
Un doare kerentiezh ‘oa ‘ta etrezomp.
Jozefig ‘oa marvet paotr yaouank
Ha Sebastian aet er-maez ar Vro
Distro pell zo ‘vel pep Breizhad mat
Da barrez e gavell e-touez e gerent.
Bremañ e kousk e douar ar Vered
E skeud an Iliz kozh m’eo bet enni badezet
Ma omp bet asambles war bankoù ar c’hatekiz
M’eo bet badezet enni e vab nemetañ.
Doue d’az pardono Sebastian
Joa d’az Ene e Baradoz Doue.
Da viken. Amen.

Print Friendly, PDF & Email