Bleuñv Avaloù

E pevar c’horn an dremmwel
Avalenned e bleuñv
War an uhel war an izel
Strewet war gement kleuz.
Treid aval-red, bet imboudet
Gant kouerien bremañ er vered,
Marv pell ‘zo lod anezhe
Met o labour bepred aze.

O vleuniañ bep bloaz un drugar
Bokidi frondus war bep barr
Gwenan o fraoñval da greisteiz
E kalon pep bleuñvenn nevez
Ha kablus-bras ‘velkent an den
Pa diskar, hep keuz, un avalenn
Hêrezh kenedus e dadoù
M’o lezo d’e vugaligoù.

Print Friendly, PDF & Email