Kuitaat va Bro

Pa rankan da guitaat, va Bro, Va c’halon ‘vez leun a hiraezh Huanadiñ ‘ran d’an distro Hag an distro ‘vez levenez. Ya, me da gar.

Kreisteiz miz Du

Sklêrijenn abaf un heol klouar E hanter hent un deiz berr. Flagennoù gwer ar pradoù Gouremet a derv rous Gwadlivet d’an diskar. Lann o c’hoadoù gris O kuzh an tiez bihan izel Speliet o mein-greun. Toennoù sklent o lintrañ Dindan […]

Keneliezh

Un den en deus astennet e zorn din En ur dirollañ ur c’hoarzh sklintin Hag an dremmwel a-bezh ‘n em zigoras An Heol a lintras a-daol-trumm Kened ur jestr breudeuriezh O tisiellañ kevrin ar Bed An douar ne vije nemet […]

Ken dous

Ken dous hag ar mel Eo ar gomz war da vuzell Ken mistr hag an heizez E taolez troad en douar Da gerzhed zo dispar Hañval ouzh ur Rouanez. Da vousc’hoarzh zo ken flour Da c’hoarzh ‘vel hiboud an dour […]

Heñvel

Heñvel ouzh ur c’houzilhadenn Heñvel ouzh krampouezh boulboazh O lipenn war o lapenn etre melen ha glas Fritet holl delioù ar winienn Spontus sur eo bet o gloaz Avel skorn ‘tre biz ha reter Avel but a droc’h ‘vel gwer […]

Gwerc’hez dispont

Gwerc’hez dispont ha taer Ken kadarn hag ur gour Pa deuomp ‘vel dre laer Da c’houlenn ho sikour Da bediñ war ho pez An dour ‘n hon daoulagad Ho pet ouzhimp truez Bezit hon alvokad

Guiomar

Ur raksant am boa bet Soñjal a raen ‘oas tremenet Eus an douar d’an neñv Goude un hir a galvar Joa d’az anaon da viken. Mantret on o soñjal ez tud — n’o doa nemedout — Yaouank-flamm edont o-daou Pa […]

Grit

Grit yer grit vioų Eme renerien Pariz Da gouerien Vreizh Ezhomm hon eus muioc’h-mui A vorzhed gwizi ! Ha laezh. Grit laezh Forzh pegement… Savit leueoų, grit dimp kig Forzh kig. Ha Yann gaezh a sentas Bewech. Hama ! Lezet […]

Glac’har

Pa gomzan eus glac’har N’eo ket eus un dizanvez e komzan A bell zo e anavezan. Kollet am eus un tad karet Kollet am eus ur vamm dreist-karet Ha n’eo ket hep glac’har. Kollet am eus mignoned tost d’am c’halon […]

Gallout

A, gallout c’hoazh, gallout mont Da lavarout kenavo da bep hini Da bep park da bep kleuz da bep gwezenn Da bep gouezredenn (?) da bep toull-karr Da bep hentig don da bep gwenodenn Da gimiadiñ diouzh ar prad ouzh […]