Stultennoù

Da vare an Nedeleg E oa du o blev. O blev hir gwagennek : An div wezenn vezv. Da veurlajez druz ‘Oant klañv gant ar ruzell. Hogozik deut ruz O blevad kazugel. Da Bask ‘oa yac’h an div goantenn Ha […]

Stered o vervel

E damskleur digar ar revenn vintin Mil astr a gren en Oabl disliv Mil diamant a gren gant ar riv Mil steredenn o vervel Ha Priñs an Tan o sevel. Eus korn ar c’hoad pin Du 1968

Stered ar Prad

Da biv ho mousc’hoarzhoù seder Stered kouezhet eus an Neñvoù E tirien glas ar pradeier Da biv ho mousc’hoarzhoù seder Fleur-amann ha tommheoligoù ? D’ar valafenn ? D’an tremener ? Da biv ho mousc’hoarzhoù seder Stered kouezhet eus an Neñvoù […]

Sotoni ar Vretoned

Ar gazeg a zesk d’hec’h eal yezh e ouenn Ha c’hwirinat ‘ra evel ma c’hwirin e vamm. Ar vuoc’h a zesk d’he leue blejal Ha blejal a ra evel ma ra e ouenn. An oan a vegeil evel ma ra […]

Skuizh on

Follennig wenn he selloù doñv Astennet gouzañvus Debron dit d’am flourigoù Skuizh on Kleuz va fenn Ha gourd va dorn Va Spered morzet Dianket va Ene Nann. Na skrabin ket fenoz Skuizh on Mont ‘ran da Goad ar C’housk Da […]

Skub-delioù

Krog int da ‘n em ziwiskañ : Ar gwez-derv. Emaint o vont da gousket, Stumm skuizh o devoa Ur pennad zo, Ha morlivet o dremmoù. Bremañ ‘wiskont o mentell noz ; (An iliav glas paket en-dro d’o c’horf). Taolet ‘deus […]

Skrilhed

Perak e kri ar skrilhed Bemnoz en oaled Naon ? Sec’hed ? Garm pe gan Pe diougan Eurded ? 2 a viz Eost 1966

Skeul gan

… Boulloùigoù pluñv difiñv Pintet war skeul gan Orjal an tredan. Notennoù mut ur beuregan, Sirius ha prederiet, O c’hedal e sioulded ar mintin A-dreuz ar vrumenn gevrinus Donedigezh ar Priñs melen ? Pe o heuilh gant o lagadoù jed […]

Sistr dous

Eon gwenn a chintr Eus ar voudenn vrevet O wadañ gwad an aval ruz. Kan an daolenn a ziver druz. Ur wazhiad voulouz alaouret A ziruilh er penton derv Gant ur gourgouilh gludek Karamelheñvel, eonennek, o troenniñ. … Ur paotrig […]

Simudet !

Na ponner eo din fenoz da sioulañs Diouer a ra din da vouezh Iwerzhon C’hoar garet hor Bro-ni Da vouezh bemnoz dreist ar mor don A ziskenne ‘barzh va zi Hag hi leun a sederni Sonerezh ha kaniri. Siwazh n’az […]