An Eurvezh Yec’hed

E-doug devezhioù kleñved. … En gouzout a ran Touell n’eo ken an Eur-mañ Ma kredfen eo distro Nerzh, yec’hed, c’hoant bevañ Ma ‘n em santan ken skañv Gwevn ha kreñv evel kent Allas ! Touell n’eo ken …’Vel ar c’hazh […]

An douristed

Fent e lakont din (Pa ‘n em lakont da gounnariñ !) Emaint, emezo, o klask ar sioulded Diskuizhañ eus safar ar c’hêrioù ! O Sioulded sakr ar maezioù ? Te barrleun a vuhez kuñv Int eo da strafuilh ‘Vel ma […]

An Douar

N’hon eus ket karet a-walc’h evit bout dellezek eus an Douar. N’hon eus ket karet ar gwez, gant o deil distaget eus ar broñs d’an diskaramzer. Ar rusk gant o man ken kaer. N’hon eus ket karet an dourioù, na […]

An Douar a Gren

… An douar a gren, a gren… A gren gant anoued ? A gren gant kounnar ? Pe gant aon ? Pe gant an naon ? An douar a gren, a gren ‘Vel ur mezvier ? Pe un ampleged ? […]

An divaskell

— Na me ‘garfe nijal evel ar wennili E c’harme ur bugel Me ‘savfe evelti Uhel, uhel, uhel Bete dorozioù aour ar Palez peurbadel. Pa glevas ar vammig Ar mennad-se ken kaer ‘Lavaras d’he mabig — Mard eo ‘vit da […]

An dibab

Da gentañ, eus ar voudenn, Ar sistr gwellañ ‘deu ‘r-maez. War c’horre ‘sav ar c’hoaven War ur bodezad laezh. Hor faltazioù koantañ, Eus grignol hon eñvor, A dap ar peurliesañ, Da gentañ toull an nor. [1962]

An Den Kozh

Ken flour hag ur rozenn Ez eo chomet e zremm Kurunennet e benn Gant e vlev du-ha-gwenn Krommet un tamm e choug Hag an dilhad a zoug Zo dezhañ kalz re vras Met bepred eo ur gwaz Sklaer e lagad. […]

An delioù kentañ

Disul edo c’hoazh louet Ha noazh o skourroù Ar regennad gwez pupli Hir-hir ha moan-moan. War vevenn ar prad, Oc’h arvestiñ ouzh o skeud, En dour du al Leger. — Hiziv o deus cheñchet liv ; Ned int na roz […]

An delienn

A bep tu d’al Leger du Eflennoù hirvoan a-regennad O sevel uhel en oabl o gwernioù sonn. Du-mañ du-hont ur wezenn-onn : Tul gwer o krenañ en aezhenn. Gorre lor an dour : melezour splann O tameuc’h an daolenn : […]

An Alouberien

Kouezhet int war hon c’horn-bro, Evel ur bagad brini War an dachenn-emgann goude an argad : An alouberien ! Evit un dornad paper gall Hag ur sin war baper timbr O deus bet ar gwir da berc’henniñ hor glad. An […]