An Eurvezh Yec’hed

E-doug devezhioù kleñved.
… En gouzout a ran
Touell n’eo ken an Eur-mañ
Ma kredfen eo distro
Nerzh, yec’hed, c’hoant bevañ
Ma ‘n em santan ken skañv
Gwevn ha kreñv evel kent
Allas ! Touell n’eo ken
…’Vel ar c’hazh gant e breizh
Ankoù ‘c’hoari didruez
Gant neudenn vresk va buhez
O stennañ-distennañ
Hervez e faltazi
O hadañ Spi ha Dispi
Em Ene war vordo
… Dudi memes tra
E touell an Eur-mañ
Ma ‘n em santan ken skañv

[Mae 1966 ?]

Print Friendly, PDF & Email