An delioù kentañ

Disul edo c’hoazh louet
Ha noazh o skourroù
Ar regennad gwez pupli
Hir-hir ha moan-moan.
War vevenn ar prad,
Oc’h arvestiñ ouzh o skeud,
En dour du al Leger.
— Hiziv o deus cheñchet liv ;
Ned int na roz na melen,
Na kennebeut liv gwer.
Un arliv eo (anavezet hepken
Gant al Livour-Meur…) :
Tener, blizidik ha bresk,
‘Vel ur menoz o tiwan
En spered ur bugel.

E-tal ar Pont-Kozh, 20 a viz Mae 1962

Print Friendly, PDF & Email