Ar gazeg kozh

Douce à l’écurie, Bonne à l’attelage (Embannadurioù Paysan Breton) Skuizhañ ‘ra ar gazeg kozh o vezañ re gorvoet. Re fall-vaget. Re skourjezet. Skuizhañ ‘ra o klevout aliesoc’h komz eus heiz eget eus kerc’h ! Hep morse ur ger prop, na […]

Ar C’hreñj kozh

Gant doujañs ur pirc’hirin E porched ur santual On chomet d’arvestiñ Ouzh an daolenn ; mantret. … Tro-dro war gement ibil Akipajoù a-‘stribilh Harnez poultrennet, kevnidet — Dremmoù trist ar re zilezet — … ‘N ur c’horn : ar bilerez-lann […]

Ar C’hozh Paotr Yaouank

I Me zo ur c’hozh paotr yaouank Seder ha disoursi Gant netra n’am eus tourmant Eürus ‘barzh va zi II Perak n’on ket dimezet ? O ! amzer am eus c’hoazh ‘Touez kement a vestrezed Diaes ober ar choaz. III […]

Ar c’hleuz

« Ur gridienn a red Dre va c’hein spernennet Sonnañ ‘ra war va fenn Va blevad drez luziet Sonet eo va eur diwezhañ Echu eo va reuz er bed-mañ An douar a stroñs. Ar gwez a gren Met petra ‘welan […]

Ar C’hinnig Gourel 57

Sklêrijenn, va sklêrijenn, sklêrijenn a leugn ar Bed sklêrijenn allazig a lagadoù, douster ar galon sklêrijenn. A ! ar sklêrijenn a goroll e-kreiz va Buhez ! Muiañ-karet, va c’harantez a dasson dindan frap ar sklêrijenn. An neñv a zigor. An […]

Ar C’hazhig

Daou devezh en deus miaouet, Trist ha gwan ; un druez ! Berad ebet digant e vamm. — N’eo ket tonket dit bevañ, Eme ar paotr kozh. Gortoz. Me ‘dorro dit da sec’hed Ha goude e ‘c’helli repoz… Gwelet am […]

Ar bokedoù goañv

Graet ‘vit merc’hedigoù skol gristen Tregrom, da ganañ gant pep a voked. War don « An Hini gozh » I Bleunioù ‘r maezioù ‘vez kuñtuilhet ‘Pad an hañv gant an « douristed » ‘N hon farkoù, ‘n hon frajoù ‘Dastumont […]

Ar beure kentañ

I Va dousig koant poent eo sevel Setu an deiz en em gavet ‘Us d’ar maez an Heol zo uhel ‘Barzh ar beure alaouret Teir gwech ar c’hilhog a-bouez-penn ‘Deus kanet an dihuniñ. Digor da sell d’ar sklêrijenn Mousc’hoarzh eürus […]

Ar Barzh Paour

I Me zo ganet en un ti plouz ‘Kreiz ar maezioù glas ha didrouz E koantañ traonienn zo ‘n Treger Ma red enni sioul al Leger Kan an avel er gwez uhel ‘Deus va luskellet em c’havell II Me zo […]

Aour al Lanneg

Skeudenn Nevez-Amzer Lavar ‘ta din-me, lanneg ! Gant da furm fentuzik Emaout o trevezañ ar C’hwec’hkogneg ? Hag oc’h ober dezhañ avi Gant da varlennad aour ? Mat eo dit avat berrboellig P’ac’h eus drein ken kriz Da zifenn da […]